Halle (Saale)
Halle pe Halle (Saale) pe Halle an der Saale (evit lakaat kemm etre ar gêr-se ha re all anvet Halle ivez) zo ur gêr vras e Land Saks-Anhalt en Alamagn. Emañ e kreisteiz ar stad-se, war lez ar stêr Saale.
Annezet e oa Halle gant 231 565 a dud e dibenn 2013.
Dont a ra an anv Halle eus ur ger keltiek pe germanek hal pe halla hag a dalveze « holen ».
Meneg zo eus kêr Halle kerkent hag er bloavezh 806. En arc’heskopti Magdeburg e oa adalek an Xvet kantved, betek ma voe staget koulz Magdeburg evel Halle ouzh priñselezh Brandenburg e 1680. Goude 1701 e voe e Rouantelezh Prusia.
Goude diskar Republik Demokratel Alamagn e voe graet labourioù bras e Halle, evit kempenn ar c’hastell, freuzet gant ar Brezel Tregont Vloaz hag an Eil Brezel-bed, evit adsevel ar savadurioù foran erru dirapar pe ar c’hendioù bras savet goude ar brezel. Adsavet penn-da-benn eo bet kreiz-kêr ha brav eo deuet da vezañ.
Skol-veur Halle zo unan eus ar re goshañ en Alamagn. E Halle ivez emañ sez Akademiezh Alaman ar Skiantoù.
Kêrioù gevellet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù he deus Halle gant kêrioù all dre ar bed :[1]
Kêrioù gevellet | ||
---|---|---|
Kêr | Bro | abaoe |
Oulu | Finland | 1972 |
Linz | Aostria | 1975 |
Coimbra | Portugal | 1976 |
Grenoble | Bro-C'hall | 1976 |
Karlsruhe | Alamagn | 1987 |
Hildesheim | Alamagn | 1990 |
Oufa | Rusia | 1997 |
Jiaxing | Sina | 2009 |
Savannah (Georgia) | Stadoù-Unanet | 2011 |
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|