Mont d’an endalc’had

Henoadvezh diwezhañ ar maen

Eus Wikipedia
Oadvezhioù ragistorel
Holosen   La Tène   Kentistor
  Hallstatt
Oadvezh an houarn
  Diwezh Oadvezh an arem  
  Krennoadvezh an arem
  Henoadvezh an arem
Oadvezh an arem
    Kalkoliteg    
  Nevezoadvezh ar maen Ragistor
Krennoadvezh ar maen / Epipal.
Pleistosen     Henoadvezh diwezhañ ar maen  
    Henoadvezh krenn ar maen
    Henoadvezh koshañ ar maen
  Henoadvezh ar maen
Oadvezh ar maen

Henoadvezh diwezhañ ar Maen zo ur prantad eus ar ragistor ma tegouezh Homo sapiens en Europa. Diorroen a ra teknikoù nevez (lavnennoù maen, artizanerezh an askorn, poulzerioù, ha kement zo.) ha bleuniañ a ra an arz ar ragistor. Mont a ra an oadvezh-se eus 35 000 betek 10 000 vloaz a-raok hon oadvezh ha klotañ a ra gant diwezh prantad ar skorn. Dont a ra goude Henoadvezh krenn ar maen hag heuliet eo gant Krennoadvezh ar Maen.

Kregiñ a ra Henoadvezh diwezhañ ar Maen gant donedigezh Homo sapiens en Europa. Deuet eo eus ar reter (Reter-Nesañ, Azia pe Afrika), oc'h ober e vad eus ur wellaenn dibad eus an amzer war-dro -35 000 da drevadenniñ Europa. Kenvevañ a ra gant Den Neandertal betek ar mare ma'z eas hennezh da get war-dro -30 000. N'ouzer ket d'ar just perak ez eas Den Neandertal da get. E-pad pell e oa lavaret e oa bet diouennet gant Homo sapiens hag e veze brezel etre an daou spesad. Prouet eo bet nevez zo avat e oa bet hironed diwar an daou spesad.

An hin hag an endro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bevennoù ar struj en Europa e barr ar skornegi, da vare Henoadvezh diwezhañ ar maen

E-doug Henoadvezh diwezhañ ar maen e oa yen-kenañ an hin gant prantadoù tommoc'h memes tra. Emañ norzh Bro-C'hall dindan an toundra - un dachenn hep gwez ha goloet a ginvi hag a douskan - ha pelloc'h er su gant an taiga - koadoù gwez-pin ha gwez-bezv korr. En traoñiennoù goudoret e kaved ivez gwez deliaouek all e-pad ar prantadoù tommañ.

Rouantelezh ar geotdebrerien eo : gourejened, kezeg, frikorneged gloanek, mammouted, bizoned, saigaed. E-pad ar prantadoù yenañ ez eo stank ar c'hirvi-erc'h. Jiboeset e veze holl ar geodebrerien gant daou spesad kigdebrerien a gevez gant an Hominidae : leoned ar groc'hoù hag ar bleizbroc'hed. An arzhed gell hag arzhed ar groc'hoù a veve en traoñiennoù koadek.

E deroù ar prantad-se, Homo sapiens a chasee al loened-se gant spegoù pe gripedoù. Ijinet e oa ar gwaregi war-dro –17 000 (dizoloet ez eus bet pennoù saezhoù e maen-kurun e groc'h Parpallo e Bro-Spagn, bloaziet eus 17 000 kent JK)

Homo sapiens, Den Cro-Magnon dizoloet e 1868 e Les Eyzies-de-Tayac-Sireuil eo an hini anavezetañ, a zegas en holl Europa teknikoù disheñvel-kenañ diouzh ar re a veze implijet gant e ziagentidi. Diazezet eo e artizanerezh ar maen war produerezh skolpoù hir, lavnennoù ha lavnennoùigoù, a dalvez da sevel binviji liesseurt : kraferezioù, kizelloù, pennoù biroù, klaouier, ha kement zo...

Prantadoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a sevenadur a zo bet an eil goude egile e-pad Henoadvezh diwezhañ ar maen :

Kezeg mougev Chauvet, Ardèche, Bro-C'hall
Nadozioù gant kraoioù, Gourdan, Mirdi Toulouse
  • Sevenadur Aurignac (-38 000 betek - 29 000) a save spegoù gant begoù askorn. Anavet eo ivez evit e livadennoù war mogerioù ar groc'hoù. Prantad ar Kev Chauvet eo (Sellet ouzh ar skeudenn e-kichen).
  • Sevenadur La Gravette (- 29 000 betek - 22 000) zo anavezet evit e zelwennoùigoù, dezhe stummoù maouezed hewel, lesanvet « Gwenered ».
    • Ar sevenadur protomagdalenek (- 20 000 betek - 18 000), a echu kelc'hiad La Gravette, zo anavet evit e artizanerezh eus ar maen gant kizelloù ker dibar, lavnennoù keinek ha lavnennoù eilaozet anvet lavnennoù protomagdalenek.
  • Sevenadur Solutré a glot gant prantad maksimom ar skorn (-22 000 betek - 18 500). Dilezet e oa norzh Bro-C'hall gant an dud moarvat d'ar c'houlz-se. Kavet e veze ar sevenadur-se e mervent Bro-C'hall hag e Bro-Spagn. Diorroet-kenañ eo an doare da venañ maen-kurun (produerezh deliennoù lore). Savet e veze ivez livadennoù dibar evel ar re a c'haller gwelet er groc'h Cosquer. Ijinet e oa an nadozioù gant kraoioù hag ar poulzer d'ar mare-se. *
  • Sevenadur Badegoule a glot ivez gant maksimom ar skorn (- 17 000 betek - 15 000). Kavet e vez e Mervent Bro-C'hall hag e Kantabria evel war aodoù ar Mor kreizdouarel e Bro-Spagn. Un nebeud roudoù zo ivez e Suis hag en Alamagn.
  • Sevenadur LA Madeleine a ziorroas eus - 17 000 betek - 10 000 hag a glot gant ur prantad tommadur trochet gant lajadoù amzer yen. En em ledañ a ra implij ar poulzer. Dizoleiñ a reer treant. Brudet eo ar sevenadur-se evit e arz, ken evit an traezoù ken evit al livadennoù, gant oberennoù evel re groc'h Altamira e Bro-Spagn, Groc'h Font-de-Gaume e Dordogne, ha Roc-aux-Sorciers er Vienne (e Bro-C'hall).

Echuiñ a reas Henoadvezh diwezhañ ar Maen gant steuzidigezh ar c'hirvi-erc'h hag ar frikorneged gloanek abalamour da dommadur an hin. Diwezh sevenadur ar Magdalenian eo. Heuliet eo distro ar c'hoadoù gwez deliaouek gant kemmoù en armoù (ar gwareg zo implijet stank e pep lec'h) dibar eus an Epipaleoliteg hag eus Krennoadvezh ar maen.