Mont d’an endalc’had

Idwal Foel

Eus Wikipedia

Idwal Foel ap Anarawd (Idwal Voal e brezhoneg), marvet e 942, a oa roue Gwynedd, ha meneget evel Roue ar Vrezhoned gant William of Malmesbury, en e Gesta Regum Anglorum, skrivet Judwalum er skrid latin orin, saoznekaet goude en Jothwel. En Annales Cambriae eo skrivet Iudgual.

Roue e teuas Idwal da vout pa varvas e dad Anarawd ap Rhodri e 916. Ret e voe dezhañ plegañ da anavezout evel ar roue saoz Athelstan evel roue a-us dezhañ. Pa varvas Athelstan en em savas Idwal hag e vreur Elisedd a-enep ar Saozon met lazhet e voent o-daou en emgann e 942.

Gant e vibien Iago ab Idwal hag Idwal, anvet ivez Ieuaf ab Idwal, e ranke mont rouantelezh Gwynedd. Met Hywel Dda, a oa o ren e kreisteiz Kembre, a aloubas Gwynedd, ma rankas mibien Idwal kemer an hent d'an harlu.

War-lerc'h marv Hywel e 950 e c'hallas bugale Idwal goulenn o gwirioù adarre.


En e raok:
Anarawd ap Rhodri
Roue Gwynedd

878916
War e lerc'h:
Hywel Dda