Inizi an Aleouted
Neuz
Inizi an Aleouted[1], pe an Inizi Aleout(Daveoù a vank), e saozneg Aleutian Islands, a zo un aridennad enezennoù tanveneziek — un 300 bennak — hag a ya eus mervent ledenez Alaska betek ledenez Kamtchatka e Rusia ar reter, war tost da 1 200 km. Klozañ a ra an inizi-se Mor Bering eus tu ar su. War-bouez Inizi ar C'homandour hag a zo er penn pellañ holl war-du ar c’hornaoueg hag a zo perc'hennet gant Rusia, ez int un darn eus stad Alaska, ha dre-se ez int un tiriad amerikan.
istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-raok 1867 e oant anvet "Inizi Katelin" (Екатери́ны острова).
An inizi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pemp stroll inizi zo, a reter da gornôg:
- Inizi Fox,
- Inizi ar Pevar Menez,
- Inizi Andreanof,
- Inizi Rat,
- Inizi Near, gant Enez Buldir etre an inizi Favian hag an inizi Diana,
Ar re vrasañ eo:
- Attu, ar bellañ eus an douar-bras
- Unalaska, Umnak, hag Akun en Inizi Fox.