Mont d’an endalc’had

Iwerzhon-Nevez

Eus Wikipedia
Maskl eus Iwerzhon-Nevez

Iwerzhon-Nevez (saozneg: New Ireland; Tok Pisin: Niu Ailan) a zo un enezenn vras ha hir eus Enezeg Bismarck, e Papoua Ginea-Nevez, lec'hiet un nebeud derezioù er su d'ar c'heheder (etre 2 ha 5°). Emañ er biz hag en norzh da Enez-Preden-Nevez ha dispartiet eo diouzh homañ gant Kanol Sant-Jord.
7 404 km² eo he gorread ha 118 350 a dud a oa o chom enni e 2002. Kavieng eo ar gêr vrasañ ha gant un nebeud inizi all ez a d’ober Proviñs Iwerzhon Nevez. Pa oa an Alamaned mistri war ar vro e veze graet anezhi Neumecklenburg.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.