Mont d’an endalc’had

Jack Kerouac

Eus Wikipedia
Jack Kerouac
Jack Kerouac
Jack Kerouac e-tro 1956 (skeudenn gant Tom Palumbo)
Anv ofisiel Jean-Louis Kerouac
Obererezh romantoù, barzhonegoù
Ganedigezh 12 a viz Meurzh 1922
e Lowell (Massachusetts)
Marv 21 a viz Gwengolo 1969
e St. Petersburg (Florida)
Yezh skrivañ saozneg (ha galleg)
Luskad lennegel Beat Generation
Oberennoù pennañ
  • On the Road (1957)
  • The Dharma Burns (1958)
  • Mexico City Blues (1959)
  • Satori in Paris (1962)

Sinadur

Jack Kerouac (distaget: [ˈkɛruːæk] pe [ˈkɛrɵæk]), ganet Jean-Louis Kérouac d'an 12 a viz Meurzh 1922 e Lowell (Massachusetts) ha marvet d'an 21 a viz Here 1969 e St. Petersburg (Florida), a zo un arzour, ur skrivagner hag ur barzh stadunanat lakaet da vezañ e-touez ar re bennañ eus an XXvet kantved, arouezius eus ar Beat Generation.

Ganet e oa Jean-Louis Kérouac ent-ofisiel, ha lesanvet e oa "Ti-Jean" gant e familh. Goude e roas da c'houzout e oa e anv Jean-Louis Lebris de Kérouac peogwir en doa disklêriet e hendad an anv « Maurice-Louis-Alexandre Le Bris de Kervoach » er maril, e 1732 pa oa dimezhet[1]. An holl dud anvet Kirouac, Keroack, Kerouac, h.a. e Kebek a ziskenn eus an Kervoach-se.

Tad Kerouac, Leo a oa ganet en ur familh a blanterien patatez e parez Saint-Hubert-de-Rivière-du-Loup, Kebek.

En e vugaleaj da 4 bloaz, e voe strafuilhet ha mantret gant marvedigezh e vreur ennañ, a oa 9 vloaz. Da c'houde e kontas, e oa e vreur, hañval ouzh un ael en oabl, oc'h ambroug anezhañ en e ziwaskadennoù.

Galleg a gomze Kerouac hepken pa oa bugelig, kent stagañ da zeskiñ ar saozneg da 6 vloaz, hogen ne oa ket gwall ampart c'hoazh war ar saozneg a-barzh bout 10. Kiañ a rankas ober evit gwellat e saozneg ha dont da vezañ ken ampart hag e geneiled. Er feiz katolik e oa bet desket gant e vamm, devot bras ma oa hi.

Barrek e oa Kerouac evit redek er mell-droad amerikan, ha neuze e voe tapet gant skipailh Columbia University.

Pa oa echu gant e garierenn melldroader amerikan, abalamour d'he wallzarvoud goude ul lamm mell-droad, e yeas kuit eus ar skol-veur. En em stummañ a reas tamm-ha-tamm d'al lennegezh ha d'ar sevenadur, e unan ha gant skoazell e geneiled nevez, bet kejet ganto e Columbia. Bevañ reas neuze e Upper West Side e New York gant e vignonez Edie Parker. Dar c'houlz-hont e deroù ar bloavezioù 40 e reas anaoudegezh gant tudennoù ar Beat Generation, a voe ur skol evit 'n em stummañ. Kavout a raer alies anv anezho en e zanevelloù : Allen Ginsberg, Neal Cassady, John Clellon Holmes, Herbert Huncke, Lucien Carr ha William S. Burroughs.

E 1942, e voe enfredet Kerouac el lu stadunanat, hag e 1943 e yeas en US Navy. Keginer e voe e bourz ar vag, met ket evit pell.

E 1951 e voe embannet e levr "On the road", a zanevell e avanturioù, pa oa war an hent, o treizhañ ar SUA, ambrouget gant e geneil nai Neal Cassady. Al levr a zo dre vras ur skridbuhez o kontañ troioù, ha distroioù Kerouac o vont evel ur beajour sorc'henet war glask an nirvana, pe an hevoud. Ergerzhout a reas ouzhpenn ur wech, etre reter ha kornôg ar SU. Alies mat 'mañ oc'h ober biz meud, pe war kein un tren noz, pe en ur brenañ un tiked bus, pe war droad e kreiz neblec'h. Evelkent, n'eo nemet da 34 e teskas bleinañ, ha n'en doe biskoazh an aotre bleinañ, Neal an hini a vleine ar c'hirri avat, d'an druilh-drast.

Brudet eo evit bezañ skrivet dizehan, e-korf 20 devezh, "On the road", war ur folenn baber, hir spontus, 37 metrad. Evit chom gant ul lusk ha bezañ bagol ha divrall rak ar skuizhder e tapas a bep seurtoù dramm : benzedrin, sigaretennoù, tasadoù kafe, ha bolennadoù soubenn.

Ar stumm-se da skrivañ dizehan a voe unan eus perzhioù heverk e zoare skritur. Ar stil a ro da grediñ e oa deuet trumm war e spered an eñvorennoù a skrivas dillo war e vekanik skrivañ, hogen priented e oant bet en a-raok, skrivet ma oant bet gantañ c'hoazh, war karnedoù bihan e-kerz e veajoù.

E brezhoneg eo bet troet e levr.

Danevelloù ha romantoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lizheroù, deizlevrioù, pennadoù-kaoz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Hervez Patricia Dagier et Hervé Quéméner en o levr "Jack Kerouac, Breton d'Amérique".