Mont d’an endalc’had

Jacques Duclos

Eus Wikipedia
Jacques Duclos e 1969

Jacques Duclos (anvioù-stourmer er Strollad Komunour Gall: Léo hag Yves[1]) (2 a viz Here 1896 e Louey (Hautes-Pyrénées)- 25 a viz Ebrel 1975 e Montreuil (Seine-Saint-Denis)) a oa ur politikour gall. Unan eus pennoù ar Strollad Komunour Gall e voe e-pad hanter-kant vloaz.

Pastezor eo deus e vicher. Emzeliñ a reas er Strollad Komunour Gall adalek e benn-kentañ, e miz Kerzu 1920. E 1926 e teuas da vout ezel eus ar C'homite Kreiz, eus ar Burev Politikel e 1931 hag eus ar Sekretourva e 1933 hag eus Komite Erounit ar C'homintern e 1935.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Bernhard H. Bayerlein, Mikhaïl Narinski, Brigitte Studer, Serge Wolikow, Moscou-Paris-Berlin - Télégrammes chiffrés du Komintern (1939-1941), Embannadurioù Tallandier, Pariz, 2003, pajennoù 561 ha 562