Kambr (empenn)
Neuz
Kambroù an empenn zo kavennoù e-barzh an empenn, liammet ouzh kanol greiz ar mel-livenn, hag a red al liñvenn empenn-mel enne.
Peder c'hambr a zo :
- kambr gostezel dehou
- kambr gostezel kleiz
- trede kambr
- pevare kambr
Gronnet eo pep kambr gant ar rouedad tolgennek a vez borc'het ganti al liñvenn empenn-mel, savet diwar elfennoù eus ar plasma. Darempredoù zo etre ar c'hambroù a-drugarez da :
- toull etre-kambroù (darempred etre pep kambr gostezel hag an trede kambr)
- dourbont an empenn (etre an trede hag ar pevare kambr)
Un digor kreiz ha daou digor kostezel zo er pevare kambr. Dreze e tremen al liñvenn empenn-mel evit mont d'ar gavenn edan-gevnidek.