Mont d’an endalc’had

Kasketenn

Eus Wikipedia

Ur gasketenn a zo un tog graet pe e danvez gwiadet, pe e lêr, pe en ur materi kenaoz, ha dezhañ ul lerbenn da wareziñ an daoulagad diouzh an heol. Kar eo d'ar c'hepi douget en arme, met meur a seurt kasketenn zo, hag a zo bet, abaoe deroù hec'h istor.

Dont a ra ar ger brezhonek eus ar ger gallek "casquette", savet diwar ar ger "casque", tokarn. E saozneg e vez graet "cap" eus ur gasketenn met ivez eus pennwiskoù all hep lerbenn: koef, boned hag a bep seurt.

Chako er morlu gall en XIXvet kantved.

Peurvuiañ e weler orin ar gasketenn a hiziv er chako a veze gant soudarded ar rejimantoù hungarat war varc'h en XIXvet kantved. Kemeret e voe ar chako en armeoù Buonaparte, ha brudet dre Europa. Abaoe ez eus bet implijet meur a seurt kasketenn en armeoù pe er polisoù pe er postoù pe e kompagnunezhioù trenioù, evel ul lodenn a-bouez eus al lifreoù.
Evit ar bobl e veze graet kasketennoù plad, evit ar vicherourien ha labourerien ar maezoù. En Alamagn evel en Izelvroioù pe Lec'hlenn e veze gwisket ur gasketenn gant ar studierien en XIXvet kanved, en Alamagn e veze anvet Biedermeiermützen.

Kouer e Sikilia, gant e gasketenn anvet coppola.

Deuet e oa da vezañ diouzh ar c'hiz adalek penn-kentañ an XIXvet kantved ha douget e veze gant ar vicherourien. Er bloavezhioù 1960 ha 1970 avat e oa aet e maez a c'hiz e Kornogeuropa, dre ma seblante bezañ doare diwar ar maez. Koulskoude e veze gwelet ur seurtkasketenn gant ar merc'hed, evel gant Diana Riggs, e The Avengers.
Deuet eo en-dro ar gasketenn en e stumm stadunanat, evel gwisk-penn sportourien ar baseball pe ar golf, dre levezon ar filmoù stadunanat .

Hiziv e plij kentoc'h d'ar re yaouank ha d'ar sportourien gant he zres skañv hag aes.

Marc'hhouarnerien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar marc'hhouarner Fausto Coppi e kreiz.

Er bloavezhioù 1950 ha 1960 e veze douget ur gasketenn gant ar varc'houarnerien a vicher, ha warni e veze skrivet anvioù ar c'hompagnunezhioù o goprae. Reolennoù nevez zo deuet er vicher, ret e vez lakaat ur pennwisk-gwarez bremañ, ha kuit ar gasketenn.

Er broioù yen e weler kasketennoù gant divskouarnioù. Seurt kasketennoù zo bet gwelet en armeoù ivez.

Kasketennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]