Mont d’an endalc’had

Kastell-kreñv

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Kastell Bonaguil a c'hellfe bezañ ar c'hastell gall diwezhañ savet er Grennamzer

N'eus ket kalz a ziforc'h etre ar c'hastell hag ar c'hastell-kreñv (liester : kestell-kreñv pe kastellioù-kreñv), nemet ledander tiriad an aotrou a zo perc'henn warnañ. Ar pezh a vez anvet kastell-kreñv a dle bezañ bras a-walc'h evit degemer tiad bras ar c'hastellad (familh, koskor ha soudarded) hag ivez tud ar maezhioù tro-war-dro (hag o loened doñv ganto) p'eo taget ar c'hastell. Ar c'hastell a zo arouez hag ostilh ar galloud roueel pe dugel pa ro d'un aotrou ar gwir da ledanaat e galloudoù gwaz war diriad e gastelleniezh. Dont a ra war-wel an dra-se e penn mare ar Garolingidi. Gant ar gladdalc'helezh eo liammet krouidigezh ar c'hestell-kreñv.

Meneget e vez ar c'hestell e testennoù ar Grennamzer p'eo bras galloud e warezer ha p'eo bouezus ar savadurioù hag an aveadur ken e c'heller mirout an annezidi diouzh un dagadenn frank koulz hag ur sezis. Ne veze ket kaoz eus ar c'hestel-kreñv, met eus ar c'hestel kreñvoc'h eget an tiez mogeriet.