Mont d’an endalc’had

Glaoda ar Prad

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Klaoda ar Prad)
Glaoda ar Prad
Glaoda ar Prad
Poltred Glaoda ar Prad en Marvailhou ar Vretoned e-tal an tan, 1907
Anv ofisiel Claude Marie Le Prat
Anv pluenn Glaoda ar Prad / Klaoda 'r Prat, Barz Ab Breiz, Barz Plougastell, Klaoda, Klaoda Gersadiou, Pluenzir
Ganedigezh 25 a viz Genver 1875
Brest, Bro-Leon Bro-Leon
Marv 13 a viz Ebrel 1926 (51 bloaz)
Vern-d'Anjou, Anjev Anjev
Yezh skrivañ Brezhoneg

Glaoda ar Prad (Claude Marie Le Prat e marilh an ti-kêr ; Brest, 25 a viz Genver 1875 - Vern-d'Anjou, 13 a viz Ebrel 1926), skrivet Klaoda 'r Prat gantañ e-unan, lesanvet "Barzh Plougastell", a oa ur c'helenner, ur skrivagner hag un troour brezhonek katolik.

Meur a anv-pluenn en doa : Barz Ab Breiz, Barz Plougastell, Klaoda, Klaoda Gersadiou, Pluenzir ha marteze Klaod Koz.

Eus Plougastell e oa e dud, ha di ez ejont en-dro da chom pa oa 4 bloaz o mab. Eno, e Kerzadiou, e voe desavet gant ur voereb dezhañ. D'e 13 vloaz e voe kaset da skol al Likez e Kemper da vevel, met pa voe merzet pegel lemm e oa e spered e voe lakaet kerkent da zeskiñ ar vicher skolaer gant Breuriezh ar Gelennadurezh Kristen. Mestr-skol e voe pevar bloaz goude, e 1892, d'an oad a 17 vloaz eta.

E-pad 23 bloaz e reas skol e Landivizio, ma kelennas da Jos-Pêr ar Braz (ar barzh Dirlemm) ha Fañch Elies Abeozen. Koulz en e vuhez pemdez hag en e vicher skolaer e tifennas ar brezhoneg a-glev d'an holl, d'ur mare m'edo ar "simbol" oc'h ober e reuz e Breizh-Izel.

E 1905, da 30 vloaz, e krogas da skrivañ e brezhoneg, betek ma teuas ar Brezel-bed kentañ. Neuze e rankas mont d'an arme. E 1916 e timezas d'un Dregeriadez, Loeiza Charran. Goude ar brezel e voe teñzorer Feiz ha Breiz.

E 1924 ec'h eas da gelenn da Anjev. Eno e varvas daou vloaz goude. Beziet e voe e Kervaria-Sular, e Treger, bro e wreg.

Skrivañ a reas kontadennoù, barzhonegoù, kantikoù, pezhioù-c'hoari ha pennadoù e-barzh Feiz ha Breiz, Kroaz ar Vretoned, Ar Bobl, Mouez ar Vro.

En e levrioù kontadennoù, ec’h embannas a-wechoù skridoù savet gant tud all, evel Yann ar Floc’h, Jos-Pêr ar Braz pe Marianna Abgrall, hep na vefe dalc’hmat meneget sklaer an amprestoù-se.

Troidigezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Mouezh reier Plougastell enlinenn e peurunvan
  2. Buhez Arzhur a Vreizh enlinenn e peurunvan.
  3. An Teir C'had enlinenn e peurunvan
  4. Nozvezhioù an Arvor enlinenn e peurunvan
  5. Trubuilhoù an Aotroù Gargam enlinenn e peurunvan
  6. Kentoc'h mervel ! enlinenn e peurunvan
  7. Chomit er gêr ! enlinenn e peurunvan.
  8. Ar Bobl : 1906-05, 1906-06, 1906-07, 1906-08, 1906-09, 1906-10, 1906-11, 1906-12, 1907-01, 1907-02, 1907-03
  9. skrid orin e galleg