Kloc'h Sigismond
Neuz
Kloc'h Zygmunt (poloneg : Królewski Dzwon Zygmunt, Dzwon Zygmunta) eo ar brasañ eus kleier Tour Sigismund en iliz-veur Wawel e kêr Graków e Polonia.
Fardet e voe e 1520 gant Hans Behem (~1480-1533) hag anvet diwar anv Zygmunt Iañ an Henañ (Zygmunt I Stary), roue Polonia ha dug-meur Lituania.
Tost da 13 tonenn a bouez zo er c'hloc'h, ha 12 den zo rekis evit e lakaat e brall.
Diwezhañ gwezh ma voe klevet e voe d'ar 5 a viz Genver 2023 e-da-geñver obidoù ar pab Benead XVI er Vatikan[1].