Kroaz
Neuz
Ar groaz, anavezet dreist-holl evel un arouez kristen, arouez marv Jezuz-Krist war ur groaz e-kerzh ar Iañ kantved, zo un arouez koshoc'h avat.
-
Kroaz latin,kroaz ar Basion, kroaz ar C'hrist
-
Kroaz latin anvet crux quadrata
-
Kroaz Pêr, a voe kroazstaget gant e benn en traoñ
-
crux decussata, Kroaz sant Andrev
-
Kroaz heolel, gant ur rod ha pevar bann gouloù ; arouez rakkristen eus ar gouloù hag eus an heol er pobloù german hag en Azia
-
Ar svastika a zeu eus ar groaz heolel gant ur c'helc'h troc'het
-
Stumm karrez eus ar svastika
-
Stumm all eus ar svastika
-
"Dorn Doue", un arouez rakkristen eus Kreizeuropa[1]
-
"Kroaz Loren : kroaz latin dezhi div dreuzellenn a-blaen
-
Treuzellennoù a-blaen dezhe hirderioù disheñvel : ar groaz arc'heskob, pe kroaz patriark ; kemmesket gant arouez Janed Ark e teuas ar groaz Anjev da c'houde
-
Kroaz trizoubl anvet Kroaz ar Pab ; implijet gant breuziezh ar Rozenngroazidi c'hall hag ar re a-du gant Stanislas Guaita
-
Kroaz rusian, stouet he zreuzellenn izelañ
-
Kroaz sichennek pe Kroaz arc'hael (adstumm)
-
Kroaz sichennek pe Kroaz arc'hael (adstumm)
-
Kroaz sichennek pe Kroaz arc'hael (adstumm)
-
Kroaz roman gouestlañ (gammaioù gweet asambles)
-
Kroaz gouestlañ anvet ivez Kroaz alaman
-
Kroaz Jeruzalem, arouez Marc'heien Bez santel Jeruzalem hag ivez hini ar Frañsizidi ar C'hustod hag eus Patriarkelezh Latin Jeruzalem (arouez pemp gloaz ar C'hrist eo ar pemp kroaz, ha pemp levrenn gentañ ar Bibl : Torah, hag ar pemp Iliz kristen gentañ)
-
Kroaz branellek, diazez Kroaz Jeruzalem, anavezet gant ar Verovingidi he lakae war o fezhioù moneiz ; adkemeret gant Skouted Bro-C'hall ha Skouted Liban
-
Kroaz velchonek
-
Kroaz Malta ; hêrez Urzh Sant-Yann Jeruzalem eo Urzh Malta, goude ma oa aet Urzh Jeruzalem da Rodos ha goude da Valta
-
Kroaz pavek, damheñvel ouzh Kroaz Malta, a zeu eus ar crux quadrata ; gwelet e vez e chantele iliz bizantat Avdat, en Israel
-
Kroaz pommellek
-
Kroaz da sankañ ; ur stumm Kroaz sant Jakez
-
Kroaz okitan
-
Kroaz Urzh an Templ ; meur a adstumm a veze implijet
-
Kroaz Lec'hlenn a weler war bannieloù meur a vro
-
Kroaz Santez Berc'hed
-
Kroaz Urzh Calatrava
-
Kroaz Urzh ar C'hrist
-
Kroaz en Tau a vez liammet ouzh urzhioù ar frañsezidi
Bannieloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
ar Groaz Du, unan eus bannieloù Breizh er Grennamzer
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Jean-Marc Prieur, La Croix – Représentations théologiques et symboliques, Labor & Fides, 2004 (ISBN 978-2-8309-1110-7)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (pl) pl:Ręce Boga.