Lavan
Neuz
Lavan
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Tad | Betouel |
Breur pe c'hoar | Rivka |
Pried | Adinah |
Bugel | Leah, Rahel |
Kar | Jakob |
Lavan pe Laban (hebraeg : לָבָן (Lavan), "Gwenn") a zo, hervez Levr ar C'heneliezh, mab da Vetouel ha breur da Rivka, pe Rebecca, gwreg Is'hak ha mamm Yaakov.
Tad eo da Lea ha Rahel eo. Pa zeu e niz Yaakov da glask ur wreg en e diegezh e laka anezhañ da labourat seizh bloavezh evit kaout Rahel met touellañ a ra anezhañ o reiñ Lea dezhañ (Gn 29, 23-26).
Labourat a ra Yaakov evit Lavan seizh bloavezh ouzhpenn evit kaout Rahel da wreg.
An darempredoù luziet etre Lavan ha Yaakov a vez kontet er rannoù 30 ha 31 eus Levr ar C'heneliezh betek tec'h Yaakov.