Lindt & Sprüngli
Ur farder chokolad a galite Premium a zo eus Lindt & Sprüngli AG. E Kilchberg, e kanton Zürich e bro-Suis emañ e sez. Labouradegoù produiñ a zo bremañ e bro-Suis, e bro-Alamagn, e bro-Frañs, en Italia, er Stadoù-Unanet hag en Aostria.
Savet e oa bet an embregerezh Sprüngli e Zurich e 1845 gant al lipouserer David Sprüngli-Schwarz. Adprenet e oa bet dornlabouradeg chokolad Rodolf Lindt e Bern e 1899. Adal neuze e krog ar merk Lindt & Sprüngli da vezañ anavezetoc'h-anavezetañ.
Annezet e oa bet an embregerezh en Oloron-Sainte-Marie (Awkitania) gant Rozan de Mazilly, mestr-chokolad, er bloavezhioù 1920. Ur madig anvet "Pyrénéen" a voe krouet er bloavezhioù da-heul hag a reas brud an embregerezh.
An embregerezh American Russel Stover, ispisializet war ar boestoù chokolad, a oa bet prenet gant Lindt e miz Gouere 2014 evit 1,5 miliard dollaroù. Kresket eo bet neuze perzh Lindt er marc'had amerikan eus 10%.
N'eo ket nemet plakigoù chokolad a vez fardet gant Lindt & Sprüngli (en o zouez Lindt Klasel, Lindt Kraoñv-kelvez, Lindt Laezh Doubl ha Lindt Laezh Doubl Muësli). Brudet eo ivez evit lieseurted e bralinoù.
Mil-brudet eo ar produioù Lindor - ur madig chokolad karget, teuz ha lipous. Pouezusoc'h-pouezusañ eo plas ar plakigoù chokolad gant ouzhpenn 60% a chokolad pe gant danvez a-vaez bro (pimant ruz da skouer).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En XIXvet kantved e teu ur c'hiz nevez eus bro Italia. Savet e vez chokolad war ar stumm solud. Divizout a ra al lipouserer David Sprüngli-Schwarz hag e vab Rudolf Sprüngli-Amman heuliañ ar c'hiz en o lipouserezhig e Marktgasse e Zurik e 1845.
Dilojañ a zo ret ober dija daou vloavezh diwezhatoc'h, ha dek implijad a zo.
Un eil stal brasoc'h a voe digoret ganto e 1859. Mervel a ra David e 1862.
80 implijad a zo e 1880 ha chokolad ha pralinoù a vez gwerzhet en ur bern broioù.
War aod kleiz lenn Zurik e voe staliet an embregerezh Chokolad Sprüngli AG gant mab henañ Rudolf e 1899, Johann Rudolf Sprüngli-Schifferli. N'he deus ket fiñvet dibaoe.
Ul labouradeg chokolad staliet e Bern a voe prenet gant Sprüngli AG ar memes bloavezh, asambles gant labouradeg Rodolph Lindt. An div embregerezh o doa kevrinoù fardañ a servijas da Sprüngli AG evit astenn he brud. D'ar mare-se eo e cheñch anv evit dont da vezañ Chokoladefabriken Lindt & Sprüngli AG.
Emañ produerezh ar chokolad en e bar er bloavezhioù 1920. An tri-c'hard eus e broduadur a vez ezporzhiet gant Lindt & Sprüngli e 20 bro eus ar bed.
Diaes e voe mare an Eil Brezel-bed abalamour da briz enporzhiañ an danvezioù ral ; ar c'hakao hag ar sukr. Ne oa ket gwall ziorroet ar marc'had e bro-Suis ha diaes e oa ezporzhiañ er bloavezhioù-se.
Tarzhañ a ra an niver a c'houlennoù evit kaout chokolad goude ar brezel, e-pad an Tregont Vloaz Klodus.