Llanegryn
Neuz
Llanegryn zo ur gêriadenn, ur barrez hag ur gumuniezh eus Kembre, e Meirionnydd, e kreisteiz kontelezh Gwynedd. Emañ en hanternoz da Dywyn, ouzh tor Allt-lwyd, an hini gentañ en un heuliad torgennoù etre Cadair Idris hag ar mor. Redek a ra an Afon Dysynni hebiou ar gêriadenn.
D'an Itron Varia ha da Sant Egryn eo gouestlet an iliz, eus an XIIIvet kantved. Ur jube kaer zo enni, eus ar XVvet kantved ; kontañ a reer e oa bet degaset eus Abati Cymer, e-kichen Dolgellau.
E 2011 e oa 303 a dud o chom e kumuniezh Llanegryn ha 148 anezho a oa kembraegerien (49,8%)[1].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol..