Mont d’an endalc’had

Mehmet V

Eus Wikipedia
Mehmet V
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhImpalaeriezh otoman Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denBeşinci Mehmet Kemmañ
Anv-bihanMohammed, Mehmed Kemmañ
Titl noblañsSultan Kemmañ
Deiziad ganedigezh2 Du 1844 Kemmañ
Lec'h ganedigezhÇırağan Palace Kemmañ
Deiziad ar marv3 Gou 1918 Kemmañ
Lec'h ar marvIstanbul Kemmañ
Lec'h douaridigezhTomb of Mehmed V Kemmañ
TadAbdülmecit Iañ Kemmañ
MammGülcemal Kadin Kemmañ
PriedKamures Kadın, Mihrengiz Kadın, Dilfirib Kadın, Dürriaden Kadın, Nazperver Kadın Kemmañ
BugelŞehzade Ömer Hilmi, Şehzade Mehmed Ziyaeddin, Şehzade Mahmud Necmeddin Kemmañ
FamilhOttoman dynasty Kemmañ
Micherrener, skrivagner Kemmañ
Kargsultan an Impalaeriezh otoman Kemmañ
Lec'h annezDolmabahçe Palace Kemmañ
RelijionIslam sunnit, Islam Kemmañ
Grad milourelGeneralfeldmarschall Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ Kemmañ

Mehmed V Reşâd (turkeg otoman: محمد خامس, romanekadur: Meḥmed-i ḫâmis; turkeg: V. Mehmed pe Mehmed Reşad), ganet d'an 2 a viz Du 1844 e Kergustentin (Impalaeriezh otoman), a voe 35vet sultan an impalaeriezh otoman. Mab e oa da Abdülmecit I. Pemp bloaz ha tri-ugent e oa pa voe lakaet war dron an impalaeriezh gant tud ar strollad Ittihat ve Terakki d'ar 27 a viz Ebrel 1909. Ne oare seurt ebet diwar-benn mererezh ar vro ha leuskel a reas ar galloud d'ar re o doa lakaet anezhañ e penn an impalaeriezh. Mervel a reas d'an 3 a viz Gouere 1918 e memes kêr.

An otomaned a oa kroget da gemer perzh er C'hentañ Brezel-bed e miz Du 1914, pa oa bet disklêriet an Jihad gant war ar Gevredidi. E 1915, an nerzhioù lu Otoman o devoa talet an dilestradeg kevredet e Gallipoli ha prizoniet e oa bet ganto ur gwarnizon ramzel e Saoz e Kut.

Darvoudoù dindan e ren

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dindan e ren e oa toc'hor an impalaeriezh otoman ha rediet da gemer perzh e brezelioù : brezel Tripolitania ouzh Italia, eil brezel ar Balkanioù ouzh Gres hag ar brezel-bed kentañ ouzh Bro-Saoz ha Bro-C'hall.

E 1915 e voe rebechet ouzh Armeniz reiñ skoazell d'ar Rusianed hag ur gouennlazh a voe da-heul ma varvas etre pemp kant mil hag ur milion a dud ennañ. Ur bloaz goude, pan aloubas ar Rusianed reter Turkia, eo ar vuzulmaned a voe lazhadeget gant milisoù armenian.

En e raok:
Abdülhamit II
Sultaned an Impalaeriezh Otoman
thum
19091918
War e lerc'h:
Mehmet VI