Mont d’an endalc’had

Meudig

Eus Wikipedia
Petit Poucet gant Antoine Clouzier evit Contes, e 1697.

Meudig eo anv brezhonekaet tudenn ar gontadenn Le Petit Poucet , ur gontadenn c'hallek brudet gant Charles Perrault hag a voe embannet el levr gallek Les Contes de ma Mère l'Oye, un anv hag a gaver e meur a levr brezhonek.

Savet eo an anv diwar ar ger meud. Meneget eo an anv Meudig e Geriadur Vallée, e-kichen an droienn c'hoari meudig, er pajennoù 579 ha 580.

Klein Duimpje.
  • Däumling, pe Der kleine Däumling, en alamaneg. Met hennezh eo an anv a vez graet ivez eus an dudenn anvet Tom Thumb e saozneg, ha Tom Pouce e galleg.
  • Pulgarcito e kastilhaneg, ha Polzet e katalaneg, a denn d'ar ger gallek.
  • Bawd Bach e kembraeg, da lavarout eo Meud Bihan.
  • Hop-o'-My-Thumb pe "Little Thumbling" e saozneg, diwar an anv alamanek, hag ar ger thumb, meud. N'eo ket ar memes den evel Tom Thumb e saozneg.
  • Tummeliten, e svedeg.

Levrioù brezhonek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou levr brezhonek zo diazezet war gontadenn Perrault:

  • Istor Meudig, en dastumad Levrioù ar vugale, gant Al Liamm er bloavezhioù 1950.
  • Meudig, ul levr eeunaet diwar embannadur Al Liamm, skeudennaouet gant Laure Gomez hag embannet gant TES e 2009, war un dro gant ur bladenn.

Ouzhpenn-se e ranker menegiñ daou levr all hag a zo istorioù disheñvel:

Tennañ a ra Meudig

Gant Gustave Doré

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gustave Doré a reas 11 skeudenn evit embannadur Les Contes de Perrault e 1862[1].

Skeudennaouerien arall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Heinrich Leutemann ha Carl Offterdinger a skeudennas Mein erstes Märchenbuch (Ma c'hentañ levr a gontadennoù), embannet e dibenn an XIXvet kantved. Alexander Zick a oa ur skeudennaouer alaman arall.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Christine Goldberg: „The Dwarf and the Giant“ (AT 327B) in Africa and the Middle East. In: Journal of American Folklore 116:461, 2003, S. 339–350.
  • Lois Marin: L’ogre de Charles Perrault ou le portrait inversé du roi.. In: L’Ogre. Mélanges pour Jacques Le Goff. Gallimard, Paris 1992.
  • Gaston Paris: Le petit poucet et le grande ourse. Franck, Paris 1875 (Digitalisat).
  1. Opie, Iona and Peter. The Classic Fairy Tales. Oxford University Press, 1974, p. 134.