Mont d’an endalc’had

Nessos

Eus Wikipedia
Herakles oc'h en em gannañ gant an den-marc'h Nessos, amforenn obidoù atikat, war-dro 620-610 kent JK, Mirdi Broadel an Hendraouriezh Athena
Guido Reni, Deianeira skrapet gant Nessos, 1620–21, Mirdi al Louvre.

Nessos (Νεσσος e gregach) a oa un den-marc'h, e mojennoù Hellaz kozh. Evel an darn vrasañ eus an dud-varc'h e oa ganet diwar Iksion, e dad, ha Nefele e vamm. Brudet eo evel pennkaoz da varv an haroz Herakles.

Hervez Caius Valerius Flaccus e oa «  Nessus gwenn » e-touez an dud-varc'h a vrezele ouzh al Lapited, met an tec'h a gemeras en emgann, eme ar barzh.

Goude marv an den-marc'h C'hiron ez eas an dud-varc'h a bep tu, ha Nessos a deuas da chom war lez ar stêr Evenos ma lakae da baeañ ar veajourien a felle dezho treuziñ, hervez Pseudo-Apollodoros (II, 7, 6) ha Diodoros Sikilia.

Hogen brudetoc'h eo e varv dindan taolioù Herakles.

Un deiz edo Herakles hag e bried Deianeira o klask treuziñ ar ster Evenos, a oa dic'hlannet. Penaos ober? An den-marc'h Nessos a oa aze a lavaras dezho e oa an treizhour aotreet gant an doueed, abalamour d'e onestiz dibar. Kinnig a reas da Herakles dougen e wreg war e gein, da virout ouzh Deianeira a c'hlebiañ he dilhad, e-keit ha ma treuzje an haroz war-neuñv. Mat e voe kavet an emglev gant Herakles, paeañ a reas an den-marc'h, ha teurel a reas e armoù dreist ar stêr, war al lez all, ha splujañ da dreuziñ. Pa oa erruet en tu all e klevas e wreg o krial forzh, ha pa sellas e welas e oa Nessos o klask c'hoari anezhi. Neuze e tapas e wareg hag e skoas ur saezh, kontammet gant gwad naer-zour Lerna, ha gloazet Nessos, darev da vervel.

Sede penaos eo kontet gant Ovidius (Metamorfozoù, IX, 130-133) :

[…] Nessos gant poan a dennas [ar saezh]. Strinkañ a reas ar gwad eus an div c'hloaz, hag en em veskañ gant kontammoù diwar an naer-zour a saotre ar beg lemm : "A ! da vihanañ, emezañ ennañ e-unan, na varvomp ket hep dial !" Hag e roas da Zeianeira e roched wadek, evel ur prof prizius hag a c'hall stagañ kalon he fried.

An doueez Hera, enebourez touet an haroz, bepred o klask ober droug dezhañ, he devije lakaet ar gerioù-mañ e genou an den-marc'h, pa resevas saezh ar marv en e vruched, ha pa zisklêrias da Zeianeira, a-raok e huanad diwezhañ:

Ma veskez gwad naer-zour Lerna gant ma hini, kemeret eus ma gloaz, ma lakaez eoul olivez war-benn, ha ma roez ma zoneg (c'hiton) da Herakles, n'az po ket da gaout aon ken rak e droioù disfeal.

Ha Deianeira d'ober hervez kuzulioù Nessos, dre ma kredas gevier an den-marc'h, seul vui ma vage gwarizi ouzh Iole. Reiñ a reas toneg an den-marc'h, da Herakles d'he gwiskañ. Pa voe gwisket gantañ e pegas ouzh e gorf, ken n'halle ket he zennañ ken, hag e poazhe e groc'hen, ma c'houzañve euzhus tra ma oa ar c'hontamm o vont en e gorf. Goulenn a reas bezañ devet evit lakaat fin d'e boanioù.