Nintendo DS
Neuz
Nintendo DS | |
---|---|
Produer : | Nintendo |
Giz : | Koñsolenn hezoug |
Remziad : | 7ved remziad |
Padelezh ar c'henderc'h : | 2004- |
Kewerier : | ARM9 & ARM7 |
Memor fresk (RAM) : | 4 Me |
Memor sonn (ROM) : | 128 Me (kartennoùigoù) 32 Me (kartouchennoù) |
Spister uhellañ : | 256x192x2, 262.144 liv |
Kanolioù son : | 16 |
Mediaoù : | kartouchennoù GBA; kartennoùigoù DS |
Niver a skouerennoù gwerzhet : | 81 milion (2008-6) |
Gwelet ivez: Koñsolennoù c'hoarioù video |
D’an 2 a viz Kerzu 2004 e Japan, d'an 21 a viz Du 2004 e Norzh-Amerika ha d’an 11 a viz Meurzh 2005 en Europa e oa deuet er-maez an Nintendo DS (DS evit Daou Skramm). Gant Nintendo eo bet savet ar goñsolenn hezoug-mañ.
Aveet eo gant arc’hwelioù na oa ket anezho d’ar c’hoarioù video hezoug betek-henn :
- Implij daou gilskramm sklêrijennet
- Ur mikrofon e-barzhet
- Daou porzh kartouchenn (unan evit ar c’hoarioù DS, unall evit re ar Game Boy Advance)
- Daou uhelgomzer stereo a c’hell kas ur son Virtual Dolby Surround
- Ur gevreadenn Wi-Fi. Dre se e c’hell kevreañ 16 koñsolenn kenetrezo ha mont gant an Nintendo WiFi Connection evit c’hoari da Mario Kart DS pe Animal Crossing DS.
D'an 2 a viz Meurzh 2006 ez eo deuet er-maez an DS lite e Japan. Lakaet eo bet e gwerzh en Europa un nebeud mizioù goude.