Paskwezhen
Neuz
Kont Gwened e oa Paskwezhen (marvet e 877) hag unan eus ar re a glaskas bout Roue Breizh goude muntrañ ar roue Salaun. Dimezet e oa gant Prostlon, merc'h ar roue, peadra da vezañ lakaet da roue Breizh.
Gant Gurwant ec'h iriennas muntrañ e dad-kaer. Ne c'hellas ket en em glevout gantañ avat, ha brezel a savas etrezo. E 875 ec'h arsailhas Roazhon gant ul lu bras met trec'het e voe. Adarre e klaskas e du e 876, met daoust ma oa Gurwant tost da vervel e c'hwitas adarre.
Mervel a reas Paskwezhen ivez, un tammig war-lerc'h e gevezer, e 876 pe e deroù 877. Krediñ a reer e oa bet ampoezonet pe lazhet gant goprsoudarded viking.
En e raok: Salaun |
Roue Breizh (o stourm ouzh Gurwant) |
War e lerc'h: Yezekael |