Mont d’an endalc’had

Pikoù mab e dad

Eus Wikipedia
Pajenn gentañ golo al levr

Pikoù mab e dad zo titl ul levr bet embannet gant Mouladurioù Hor Yezh e 1983.

Da gentañ-penn e oa bet savet al levr-mañ e galleg gant Edouarzh Ollivro hag embannet gant an ti-embann Plon e 1954 (adembannet e oa bet e 1972), Picou fils de son père an titl anezhañ.

Lakaet e oa bet e brezhoneg gant Jakez Konan : taolennet e vez, gant mousfent ha berv Bro-Dreger, troioù-kaer ha kamm Erwan bPennc'hoad, Pikoù diouzh e lesanv, mab da dTa ha Ma Bennc'hoad, Louanegiz an holl anezhe ; ret eo d'ar c'hrennard mont d'ar skolaj da Lannuon e-lec'h ma kejo gant al Landregeriad ar Floc'h a yelo da vignon dezhañ ha da...bilgos war un dro.