Mont d’an endalc’had

Pleistosen

Eus Wikipedia
Reizhad/
Marevezh
Heuliad/
prantad
Live/
oadvezh
Oad (Ma)
Pevare oadvezh Pleistosen Gelasian yaouankoc'h
Neogenel Pliosen Piacenzian 2,58 3,600
Zanklean 3,600 5,333
Miosen Messinian 5,333 7,246
Tortonian 7,246 11,63
Serravallian 11,63 13,82
Langhian 13,82 15,97
Burdigalian 15,97 20,44
Aquitanian 20,44 23,03
Paleogenel Oligosen Chattian koshoc'h
Isrannoù an Neogenel
hervez an ICS, adalek 2017.[1]

Bez’ ez eo ar Pleistosen ar c’hentañ prantad en amzer a-vremañ, pe ar Pevare Oalad. Padet eo eus talek 1 800 000 vloaz ‘zo betek bremañ pe dost. Fin an Henoalad a ziskouez ar Pleistosen bezañ.

E-pad ar Pleistosen ez eus bet pevar marevezh skorn en Alpoù, o tougen anvioù adstêrioù an Danav : hini Günz (eus 1,2 milion a vloavezhioù da 700 000 vloaz), hini Mindel (eus 650 000 vloaz da 350 000 vloaz), hini Riss (eus 300 000 da 120 000 vloaz), ha hini Würm (eus 80 000 da 10 000 vloaz). Etrezo ez eus bet prantadoù hep skorn anvet prantadoù etreskornel.

Pleistosen
epoch, series
Rann eusQuaternary, ICS Standard Global Chronostratigraphic (Geochronologic) Scale Kemmañ
Named byCharles Lyell Kemmañ
Raklec'hiet gantPliosen Kemmañ
Heuliet gantHolosen Kemmañ
Deiziad kregiñ2580000 years BCE Kemmañ
Deiziad echuiñ117. millennium BCE Kemmañ
SRGB color hex tripletFEEFB8 Kemmañ

Pa vez ur marevezh skorn e vez mui-oc’h-mui a skorn o c’holoiñ ar voull douar dre ma vez nebeutoc’h a heoliadur, hervez tezenn Milankovic. Tapet e vez an dour gant ar skorn ha setu perak ec’h izela live ar morioù betek 100 m. Pa deuzas ar skorneier adarre e teuzas 50 milion a km3 a skorn. Abalamour da se e voe goloet adarre tost da 2 viliard a hektaradoù douar, setu penaos e voe krouet fjordoù Skandinavia hag aberioù Breizh.