Mont d’an endalc’had

Qop

Eus Wikipedia
Qop

Naontekvet lizherenn meur a abjad semitek eo qop(h) (marmouz), en o zouez al lizherennegoù fenisek aramaek, hebraek (ק), siriek (ܩ) hag arabek (ق).

Dont a ra hec'h anv diwar ar fed ma oa heñvel he stumm orin ouzh hini ur marmouz gant ul lost.

Distaget e veze (LFE) [kˁ] er penn-kentañ.Bremañ, avat, e vez distaget [q] en arabeg ha [k] en hebraeg unvan a-vremañ.

Diwar stumm al lizherenn fenisek-mañ e oa bet diorroet al lizherennoù gresianek qoppa Ϙ, estruskek Z, latin Q .

Hervez ar reizhiad niverenniñ hebraek gematria e talvez al lizherenn-mañ 100.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.