Mont d’an endalc’had

Raoul (roue ar Franked)

Eus Wikipedia

Raoul (pe Rodolf), ganet war-dro 890 ha marvet e 936, a voe roue ar Franked ha dug Bourgogn.

Mab e oa da Richarzh II Bourgogn hag Adelaid.

Goude emgann Soissons e 923, ma varvas ar roue Roperzh Iañ ha dre ma oa bac'het Charlez III, e voe dilennet Raoul evel roue ar Franked gant uhelidi ar rouantelezh.

Sakret e voe d'an 13 a viz Gouere 923 e Soissons.

Dimezet e oa da Emma, merc'h Roperzh Iañ.

E-pad e ren e voe ret dezhañ stourm ouzh ar Vikinged hag ouzh gwazed 'zo eus e rouantelezh.

Mervel a reas dihêr e 936 en Auxerre. Huon Veur, mab Roperzh Iañ, a gendrec'has uhelidi all ar rouantelezh da c'hervel Loeiz, mab Charlez III, evit gwiskañ kurunenn ar roue.



En e raok:
Roperzh I
Rouaned ar Franked

923936
War e lerc'h:
Loeiz IV