Mont d’an endalc’had

Renk rummouriel

Eus Wikipedia

E rummatadur ar bevien, ur renk rummouriel, pe, ent krenn, ur renk, a zo ul live eus an urzhaz rummouriel. Ur renk a zo deverket da bep rummad, da lavaret eo da bep strollad bevedegoù hag a ya d’ober un unvez er rummatadur. E gerva Kod etrebroadel an destladur loenoniel ez eo termenet ar renk evel : « Live ur rummad, evit finvezioù destladurel, en un urzhaz rummouriel (da skouer, holl ar c'herentiadoù a zo evit finvezioù destladurel en hevelep renk, hag a zo lec'hiet etre an uskerentiad hag an iskerentiad). »[1] Skouerioù eus renkoù rummouriel : spesad, genad, kerentiad, urzhad, kevrennad, skourrad, riezad, damani ha kement zo.

Renkoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Renkoù rummouriel pennañ
Latin Brezhoneg
regio damani
regnum riezad
phylum skourrad
classis kevrennad
ordo urzhad
familia kerentiad
genus genad
species spesad

Dibennoù-ger ar rummadoù hervez o renk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz ar rummadoù a-us da live ar genad a zo roet dezho un anv diazezet war ar genad skouer, ha staget outañ un dibenn-ger skoueriek. An dibennoù-ger implijet evit sevel an anvioù-se a zo hervez ar riezad (hag a-wezhioù ar skourrad hag ar gevrennad) evel a ziskouez an daolenn dindan.

Renk Bakteri[2]
Bacteria
Plant
Plantae
Bezhin
Algae
Foue
Fungi
Loened
Animalia
Skourrad -phyta -phyta[3] -mycota
Isskourrad -phytina -phytina[3] -mycotina
Kevrennad -ia -opsida -phyceae -mycetes
Iskevrennad -idae -phycidae -mycetidae
Usurzhad -anae
Urzhad -ales
Isurzhad -ineae
Danisurzhad -aria
Uskerentiad -acea -oidea
Gorregerentiad -oidae
Kerentiad -aceae -idae
Iskerentiad -oideae -inae
Daniskerentiad -odd[4]
Meuriad -eae -ini
Isveuriad -inae -ina
Danisveuriad -ad pe -iti
Notennoù an daolenn
  • E louzawouriezh ha foueoniezh, an anvioù e renk ar c'herentiad hag izeloc'h a zo diazezet war anv ur genad, anvet a-wezhioù genad skouer ar rummad-se, ha staget un dibenn-ger skouriek outañ. Da skouer, kerentiad ar roz, Rosaceae, a zo savet diwar ar genad Rosa, gant dibenn-ger skoueriek ar c'herentiadoù, -aceae. An anvioù a-us da renk ar c'henrentiad a zo savet ivez diwar un anv rumm, pe a zo deskrivus (evel Gymnospermae pe Fungi).
  • Evit al loened n’eus lostgerioù skoueriek evit ar rummadoù nemet betek renk an uskerentiad[5].
  • Anvioù zo a zo savet diwar un anv rumm en un doare ameeun. Da skouer, war ar genad Homo (den) eo ez eo diazezet anv ar c'herentiad Hominidae, ha neket “Homidae”, rak hominis eo tro-c'henel al latin homo.
  • Renkoù ar gorregerentiad, an daniskerentiad hag an danisveuriad (evit al loened) a zo arveret e-lec'h ma c'houlenn ur gaoladur filetek kemplezh e vefe graet gant diforc'hioù tanavoc'h eget boas. Daoust m’en em gavont dindan renk an uskerentiad, ned int ket reoliataet gant Kod etrebroadel an destladur loenoniel, an dra-se a zo kaoz n’o deus dibenn skoueriek furmel ebet. Al lostgerioù listennet amañ a zo reoliek, met anfurmel[6].
  • Kalz a urzhadoù loened a zo al lostger anfurmel -ida en o anv, da skouer Hyolithida ha Naraoiida.

Burutelladennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pep renk rummouriel a zo diazezet ar rummadoù anezhañ war an disheñvelderioù etre ar bevien a strollont hag ar re all, met dangorel e chom an dezverkoù a vez implijet, ha gant an niver a renkoù a zo ne c'haller ket lakaat ket war wel an holl argemmoù a gaver e-touez ar bevien. Ar strolloù rummouriel uhelañ a glot peurvuiañ gant un emdro koshoc'h, ha n’eo ket peogwir e oa uheloc'h feur al liesseurtaat en amzer dremen : pep forc'hadenn nevez a vrasa al liesseurted hag a uhela evel-henn ar renk rummouriel deverket gant ar rummourien a-vremañ.[7]

E-touez an holl renkoù rummouriel ez eo ar spesad a dalvez ar muiañ da ziazez. An dra-se ne vir ket rummadoù zo e ne vern pe renk all a vezañ termenet ent-resis, ha ne dalvez ket ivez ez eo termenet ent-resis an holl spesadoù. En degouezh gwellañ e klot ar rummad gant ur c'hlad. Koulskoude ne c'hall ket ur rummatadur ma klot pep rummad gant ur renk skoueriek bezañ a-unan gant araokadennoù ar filogeniezh. Da skouer, pa vez savet anvioù ar rummadoù hervez o renk er reizhiad rummata linneek a-gozh, ne c'hall ket ar rummadoù hep renk bezañ roet anvioù dezho. Bez’ ez eus eus denesadurioù all m’en em gaver ket gant ar gudenn-mañ[8],[9].

Reolenn ebet ne dermen pet spesad a zlefe mont d’ober ur genad, ur c'herentiad pe ne vern pe rummad all en ur renk uheloc'h eget live ar spesad[10],[11]. Dleout a rafent bezañ strolloù naturel, da lavaret eo nann-polifiletek, ha savelet en ur zelc'her stad eus holl ar ouiziegezh anezho. N’en deus ket an hevelep renk an hevelep talvoudegezh e skourradoù disheñvel dre ret. Da skouer, ne c'haller ket keñveriañ emdro ar c'herentiadoù amprevaned ouzh hini ar c'herentiadoù blotviled.[11] Evit al loened, renk ar skourrad, da nebeutañ, a glot peurvuiañ gant an doare m’eo frammet korf al loen.

  1. International Commission on Zoological Nomenclature (1999), International Code of Zoological Nomenclature. Fourth Edition, International Trust for Zoological Nomenclature, <https://www.iczn.org/the-code/the-international-code-of-zoological-nomenclature/the-code-online/> 
  2. Euzéby, J. P. (1997). "List of Bacterial Names with Standing in Nomenclature: a folder available on the Internet (13 Dec. 2007 version)". Int. J. Syst. Bacteriol. 47 (2): 590–592. DOI:10.1099/00207713-47-2-590
  3. 3,0 ha3,1 International Code of Nomenclature for algae, fungi, and plants (Shenzhen Code) (2018).
  4. Da skouer, an daniskerentiadoù kelonian Chelodd (Gaffney & Meylan 1988: 169) ha Baenodd (ibid., 176).
  5. ICZN, mellad 29.2.
  6. Evel a gaver gant Gaffney & Meylan (1988).
  7. (1987) "Evolution and the fossil record: patterns, rates, and processes". Canadian Journal of Zoology 65 (5): 1053–1060. DOI:10.1139/z87-169
  8. Kluge N.J. 1999. A system of alternative nomenclatures of supra-species taxa. Linnaean and post-Linnaean principles of systematics. // Entomological Review 79(2): 133-147
  9. Kluge N.J. 2010. Circumscriptional names of higher taxa in Hexapoda. // Bionomina 1: 15–55
  10. Stuessy, T.F. (2009). Plant Taxonomy: The Systematic Evaluation of Comparative Data. 2l embannadur. Columbia University Press, p. 175.
  11. 11,0 ha11,1 Brusca, R.C. & Brusca, G.J. (2003). Invertebrates. 2l embannadur. Sunderland, Massachusetts: Sinauer Associates, pp. 26–27.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Gaffney, Eugene S., and Peter A. Meylan. 1988. « A phylogeny of turtles ». In M.J. Benton (ed.), The Phylogeny and Classification of the Tetrapods, Volume 1: Amphibians, Reptiles, Birds, 157–219. Oxford: Clarendon Press.