Robert Merle
Robert Merle zo ur skrivagner gall ganet e Tebessa, en Aljeria, d’an 28 a viz Eost 1908 ha marvet en e zomani e Malmaison, e parrez Grosrouvre, en Yvelines, d’ar 27 a viz Meurzh 2004.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ez-studier e klasoù prientiñ al lise Louis-le-Grand, e khâgne hag hypokhâgne, aotreeg e oa war ar brederouriezh ha skolveurieg war ar saozneg. Sevel a reas un dezenn doktorelezh diwar-benn ar skrivagner saoz Oscar Wilde. Kelenner lise e voe e Bourdel ha Neuilly-sur-Seine, e lec'h ma en em gav gant Jean-Paul Sartre. Pa voe soudardaet e 1939 e voe kaset da labourat gant an arme saoz e Dukark (Dunkerque), evel ar Breizhad Roparz Hemon ha prizoniet e voe e 1940 gant an Alamaned, evel ar skrivagner saoz P. G. Wodehouse. Chom a reas bac’het betek 1943. War-lerc’h ar brezel e voe anvet da vestr-prezegenner e Roazhon, ha goude e Tolosa (Toulouse), Caen, Rouen, Aljer, ha neuze Nanterre, e-lec’h ma laboure e miz Mae 1968.
Bet eo ezel er PCF (Strollad Komunour gall) ha lakaet e voe er-maez goude bezañ diskleriet er skingomz e wele aloubadeg Afghanistan gant Unvaniezh ar Soviedoù evel ur brezel trevadennel.
E romantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalz anezho, awenet gant e vuhez, a ra meneg eus sorc’henn al lec’hioù kloz hag eus ar brezel.
- 1949 : Week-end à Zuydcoote, ur romant (priz Goncourt) : ur soudard gall a glask ur vag e-tal Dukark da vont da Vro-Saoz e-pad Emgann Dukark e 1940. Ur film a voe savet diwar al levr gant Henri Verneuil e 1964.
- 1952 : La mort est mon métier : romant istorel savet diwar buhezskrid an nazi Rudolf Höss, komandant kamp-diouennañ Auschwitz, a voe savet diwarnañ ar film « Aus einem deutschen Leben » gant Theodor Kotulla e 1977.
- 1962 : L'Île, a dapas gantañ ar prix de la Fraternité, a oa savet diwar emsavadeg martoloded al lestr saoz The Bounty : war un enezenn didud e klask an emsavidi saoz, a-gevret gant paotred ha merc’hed deuet ganto eus Tahiti, sevel ur gevredigezh nevez.
- 1967 : Un animal doué de raison : ur romant skiant-faltazi bolitikel diwar-benn ar pezh a ziforc’h Mab-Den diouzh al loened, a voe savet diwarnañ ar film The Day of the daulphin (Le Jour du dauphin) gant Mike Nichols e 1973.
- 1970 : Derrière la vitre : romant a gont ennañ aloubadeg sal ar gelennerien d’an 22 a viz Meurzh 1968 e skol-veur Nanterre.
- 1972 : Malevil : ur romant skiant-faltazi bolitikel diwar-benn buhez ur gumuniezh tud o treuzvevañ en ur c’hastell war-lerc’h tarzhadenn ur vombezenn nukleel, a voe graet ur film diwarnañ gant Christian de Chalonge e 1981.
- 1974 : Les Hommes protégés : ur romant skiant-faltazi bolitikel diwar-benn mestroni ar merc’hed goude kouezhet ur c’hleñved war ar baotred, a vir ouzh al lod vrasañ da vezañ gouest da gaout bugale.
- 1976 : Madrapour : beaj ur c’harr-nij hep sturier, seurt metaforenn vetafizikel eus an tremen « en tu all d’ar san ».
- 1986 : Le Jour ne se lève pas pour nous, danevell diwar-benn ar vuhez en ul lestr-spluj nukleel gall.
- 1987 : L'Idole : er XVIvet kantved, en Italia, ur vourc’hizez aet da itron a lak an dud d’en em zrailhañ abalamour dezhi.
- 1989 : Le Propre de l'Homme : ur skiantour a glask sevel ur varmouzez en e diegezh ha kelenn dezhi yezh an daouarn evit prouiñ ez eus spered el loened a ouenn ganti.
Rummad « Fortune de France » (romantoù istorel)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mont a ra an heuliad romantoù-se eus 1547 da 1661. Ar 6 levr kentañ, a ya da ober lodenn gentañ an oberenn vras-se, a zo kontet ennañ darvoudoù hervez ma vezont gwelet gant Pierre de Siorac, un dudenn krouet gant ar skrivagner, a zo noblañs e lez ar roue gall. Re an eil lodenn a zo kontet eus sellboent e vab Pierre-Emmanuel.
- 1977 : Fortune de France
- 1979 : En nos vertes années
- 1980 : Paris, ma bonne ville
- 1982 : Le Prince que voilà
- 1983 : La Violente Amour
- 1985 : La Pique du jour
- 1991 : La Volte des Vertugadins
- 1993 : L'Enfant-Roi
- 1995 : Les Roses de la vie
- 1997 : Le Lys et la Pourpre
- 1999 : La Gloire et les Périls
- 2001 : Complots et cabales
- 2004 : Le glaive et les amours (Prix Jean Giono)
- 1950 : Levrenn I : Sisyphe et la mort, Flamineo, Les Sonderling.
- 1957 : Levrenn II: Nouveau Sisyphe, Justice à Miramar, L'Assemblée des femmes, diwar Aristophanes.
- 1992 : Levrenn III : Le Mort et le Vif, Nanterre la Folie (gant Sylvie Gravagna)
- 1996 : Pièces pies et impies.
Oberennoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1955 : Oscar Wilde ou la « destinée » de l'homosexuel
- 1965 : Moncada, premier combat de Fidel Castro. Emsavadenn c’hwitet Fidel Castro gwelet gant diktatour Kuba, da lavarout eo evel un taol kaer.
- 1984 : Oscar Wilde.
- 1985 : Ahmed Ben Bella
Prizioù gounezet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1949 : Prix Goncourt, gant Week-end à Zuydcoote.
- 1974 : Prix John Wood Campbell Memorial, gant Malevil.
- 1962 : Prix de la Fraternité, gant L'Île.
- 2003 : Prix Jean Giono gant Le Glaive et les amours.
Da welout
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Merle, Robert (1908-2004) war Universalis.
- (fr) Fortune de France
- (fr) Robert Merle, skrivagner gall, war Evene.
- (fr) Robert Merle, skrivagner gall, war ar c'hCafard Cosmique.
- (fr) Robert Merle, "La mort est mon métier"
- (fr) Robert Merle (1908-2004), e vuhez.
Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù. |