SdKfz 251
Iskevrennad eus | armored personnel carrier, half-track |
---|---|
Brezel | Eil Brezel-bed |
Heuliet gant | Sd.Kfz. 250 |
Bro orin | Trede Reich |
Manufacturer | Hanomag |
Diorroer | Hanomag |
Lakaet er servij | 1939 |
Service retirement | 1945 |
Ar Sonderkraftfahrzeug 251 (ger-ha-ger : "karbed stourm arbennik"), SdKfz 251 e anv-kod, a oa ur c'harbed-stourm hobregonet alaman hanter raouiet hag a voe produet a-hed an Eil Brezel-bed gant an embregerezh alaman Hanomag (alamaneg: Hannoversche Maschinenbau AG).
E renkadur an Heer a oa an hini Schützenpanzer ("karbed stourm an droadegiezh").
Implijet e oa bet dreist-holl gant ar Panzerdivisionen hag an unvezioù Panzergrenadier.
Lod eus pezhioù mekanik eus an SdKfz 7 a oa adimplijet war an SdKfz 251.
Ar c'harr hobregonet-se raouiet a zo bet an hini produet ar muiañ gant an Alamaned, pa voe 15 252 anezho produet gant an adstummoù. Ne oant ket bet holl produet gant an embregerezh Hanomag met al lesanv Hanomags a chomo stag ouzh an SdKfz memestra gant ar Gevredidi kement evit tu an Ahel.[1]
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hentañ karbedoù SdKfz 251 produet a voe roet d'ar c'hentañ Panzerdivision e 1939. Bez e oa pevar doare anezhañ (A betek D) gant e-leizh a stummoù disheñvel.
Ar mennozh diazez a oa kaout ur c'harbed evit dezougen ur gevrennad troadegiezh doare panzergrenadier etrezek an dachenn emgann en ur vezañ difennet eus armoù lijer an enebourien hag evit un nebeud difenn anezho diouzh ar c'hanolioù. Dre ma vanke un doenn e c'halle memestra ar bourzhidi bezañ tizhet gant skolpenn an obuzennoù-tarzh.
Ouzhpennet e oa bet un MG34 ha goude-se un MG42 evit degas gant ar garbed tennoù difenn d'an troadegiezh oc'h ambrougañ pe d'ar bourzhidi ur wech dilestret.
Gant ma padas ar brezel e voe gwelaet an armoù war ar garbed gant ma save ar soñj e oa tu stourm en ur chom er c'harbed hobregonet.
Adstummoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bez' e voe 23 adstumm ofisiel ; un nebeud adstummoù all a voe bet ivez :
- Sd.Kfz. 251/1 - Schützenpanzerwagen. Karbed dezougen tud diazez.
- Sd.Kfz. 251/1 Ausf. A Ungepanzerte. Savet gant plakennoù houarn 5 mm e-lec'h an hobregon, evit fonnusaat ar produerezh na oa nemet a 251 produet. Tro 350 a voe anezho betek kreiz 1940.
- 251/1 I - Ouzhpennet mekanikoù kehentiñ.
- SdKfz 251/2 – Karbed dezougen ur mortar (Granatwerfer) 81 mm
- SdKfz 251/3 – Karbed kehentiñ gant dafar radio ouzhpennet evit ezhommoù ar pennoù war an dachenn emgann
- SdKfz 251/3 I gant radioioù FUG8 ha FUG5
- SdKfz 251/3 II gant radioioù FUG8 ha FUG5
- SdKfz 251/3 III gant radioioù FUG7 ha FUG1
- SdKfz 251/3 IV gant radioioù FUG11 ha FUG12 (ouzhpennet ur rastell 9 metrad)
- SdKfz 251/3 V gant ur radio FUG11
- SdKfz 251/4 – Traktour evit ar c'hanolioù. Implijet evit dezougen ar c'hanolioù PaK 38 50 mm, PaK 40 75 mm hag ar c'hanol obuzioù skañv 105 mm
- SdKfz 251/5 – Karbed arsailh an ijinerezh gant bigi-c'hwez hag adkaeoù
- SdKfz 251/6 – Karbed penn (alamaneg: Kommandopanzerwagen) dafaret gant taolioù evit ar c'hartennoù ha reizoù sifrañ.
- SdKfz 251/7 – Karbed ijinerezh (alamaneg:Pionierpanzerwagen) ur c'harbed arsailh evit an ijinerezh dafaret evit dezougen akaeoù war ar c'hostezioù.
- SdKfz 251/8 – Karr-klañvdi hobregonet.
- SdKfz 251/9 – "Stummel" Karbed dafaret gant ur c'hanol KwK 37 L/24 75 mm gant ur buander izel, lesanvet « Stummel » (skod)
- SdKfz 251/10 – Karbed dafaret gant ur c'hanol enep-tankoù Pak 36 37 mm
- SdKfz 251/11 – Karbed evit lakaat neudoù pellgomz.
- SdKfz 251/12, 13, 14 ha 15 – Karbedoù arbenikaet d'ar c'hanolierezh.
- SdKfz 251/16 – Flammenpanzerwagen. Karbed dafaret gant daou skarzher-tan en deroù e oa ouzhpennet ur skarzher-tan a-dreñv, da zistagañ met o chom liammet d'ar garbed, da vezañ implijet gant an troadegiezh bourzhiad ar c'harr hobregon. Ouzhpenn da-se e oa kavet un vindrailherez MG34 diazez.
- SdKfz 251/17 – Karbed stourm a-enep ar c'hirri-nij dafaret gant ur c'hanol Flak 30 ou Flak 38, pe Flak 20 mm
- SdKfz 251/18 – Karbed spiañ evit ar c'hanolierezh.
- SdKfz 251/19 – Karbed arbenikaet evit an eskemmoù dre bellgomz.
- SdKfz 251/20 – "Uhu" Karbed dafaret gant ul luc'hvanner isruz evit an arsell diouzh noz (alamaneg: Infrarotscheinwerfer).
- SdKfz 251/21 – "Flakdrilling". Karbed dafaret gant kanolioù MG151 tric'hement ; ar c'hentañ stummoù a oa dafaret gant mindrailherezioù ponners MG 151/15 15 mm, goude-se e voent eskemmet gant kanolioù MG 151/20 20 mm kemeret d'al Luftwaffe. Ar "Flakdrilling" a c'helle bezañ implijet a-enep gwennoù-nij pe war zouar.
- SdKfz 251/22 – Karbed dafaret gant ur c'hanol enep-tankoù PaK 40 75 mm
- OT-810[2] – Doare produet e Tchekoslovakia gant an embregerezhioù Praga ha Tatra. An doare-se a oa dafaret gant ur motor diesel yenaet dre aer gant un doenn hobregonet a-us da kombod ar bourzhidi. An doenn hobregonet a c'helle bezañ kemmet gant ur c'hlouedaj houarn goloet gant ur goloenn. Ar garbed a oa lesanvet "veñjañs Hitler".
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Culver, Bruce & Laurier, Jim (Illustrator) (Du 1998), SdKfz 251 Half-Track 1939-45, New Vanguard #25 (2nd ed.), Osprey Publishing, ISBN 1-85532-846-1 (en)
- Kliment, Charles & Greer, Don (Meurzh 1981), SdKfz 251 in action, Armor No.21 (1st ed.), Squadron/Signal Publications, ISBN 0-89747-124-5 (en)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Green, Michael. Anderson, Thomas. Schulz, Frank. German Tanks of World War II. Embanner Zenith Imprint, 2000.ISBN 978-0-7603-0671-0 (en)
- ↑ Lec'hienn worldwarphotos.info (en)