Sidonius Apollinaris
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Henroma |
Anv-bihan | Sidonius |
Deiziad ganedigezh | 5 Du 430 |
Lec'h ganedigezh | Lugdunum |
Deiziad ar marv | 489 |
Lec'h ar marv | Arvernis |
Tad | Father of Sidonius Apollinaris |
Pried | Papianilla |
Bugel | Apollinaris of Clermont |
Yezhoù komzet pe skrivet | latin |
Yezh implijet dre skrid | latin |
Micher | politiker, beleg katolik, barzh, skrivagner |
Karg | Praefectus urbi, Roman Catholic Bishop of Clermont, senedour roman, Eskob |
Bet studier da | Faustus of Riez |
Relijion | kristeniezh |
Stad ar c'hanonizasion | sant |
Gouel | 21 Eost |
Oberenn heverk | Life of Annianus, History |
Prantad | Impalaeriezh roman |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Sidonius Apollinaris, pe Caius Sollius Modestus Apollinaris Sidonius (430, Lyon - 486, Clermont) a oa ur politikour galian, prefed Roma e 468, eskob Clermont e 471, sant katolik, lidet d'an 23 a viz Eost. Brudet eo e oberenn lennegel.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Lyon en un tiegezh Galianed a renk uhel romanekaet. E dad, e dad-kozh, hag e dad-kuñv a oa bet prefeded Galia. E vamm a oa merc'h da Decimus Rusticus. E dad-kozh a oa kentañ kristen an tiegezh, hervez ar skrid lakaet gant Sidonius Apollinaire war vez e dad-kozh. Mab-kaer e oa d'an impalaer Avitus. E 468 e voe anvet da brefed Roma gant an impalaer Anthemius.
E 469 e voe anvet da eskob Clermont, ha kas a reas en-dro difenn kêr, adal 473 betek 475, hep kodianañ, a-enep Eurig, roue Wizigoted Akitania.
Mes Julius Nepos, an impalaer roman, a gavas gwelloc'h eskemm Bro Arvern evit adkavout Provañs, e 475. Sidonius en eus lavaret diwar an emglev se hag e oa mezhus. Hag e se, Sidonius a zigouezhas gwaz da Eurik. Mab Sidonius e-unan e oa jeneral un askell arme ar Wizigoted en emgann Vouillé, a-enep ar Franked, Bretoned (super ligerim sitos), ha Galianed Armorika (norzh ar stêr Liger).
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- André Loyen : Sidoine Apollinaire. Tome I. Poèmes. Belles Lettres. Paris. 1960.
- André Loyen : Sidoine Apollinaire. Tome II. Lettres. Livres I-V. Belles Lettres. Paris. 1970.
- André Loyen : Sidoine Apollinaire. Tome III. Lettres. Livres VI-IX. Belles Lettres. Paris. 1970.
- André Blanc. L'homme emprisonne le temps. Les Calendriers. Belles Lettres. Paris. 1986.