Die Bremer Stadtmusikanten
Neuz
(Adkaset eus Sonerien Kêr Bremen)
Die Bremer Stadtmusikanten ("Sonerion Bremen") zo ur gontadenn alamanek hag a gaver e kontadennoù Grimm dindan an niverenn 27. He c'havout a reer en dastumad adalek eil embannadur dastumad ar vreudeur Grimm e 1819. Meur a wech eo bet lakaet e brezhoneg.
Ar gontadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kaoz zo enni eus pevar loen, un azen, ur c'hi, ur c'hazh, ur c'hilhog, hag a zo deuet da vout sonerien.
Troidigezhioù brezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E 1933 e oa bet anvet Ar pevar soner en dastumad Marvailhou an Oaled (Marvailhou Grimm), embannet e-barzh Gwalarn ;
- E 1963 e oa Ar pevar soner pa oa bet adembannet gant Al Liamm en dastumad Levrioù ar vugale (niverenn 22).
- E 1984 e oa Sonerion-gêr Bremen e Marvailhoù Grimm, troet gant Herve Seubil-Kernaudour, hag embannet gant An Here.
- E 2009 e oa bet c'hoariet e Pondi gant bugale Diwan hag anvet Sonerien Bremen[1].
- E 2018, ul levr anvet Pevar mignon e-touez an erc'h, embannet gant Sav-Heol. N'eus ket anv eus sonerien na sonerezh avat.