Spawn (comics)
Neuz
Spawn a zo un dudenn comic ijinet e 1992 gant Todd McFarlane evit an ti-embann Image Comics. Kontañ a ra istor un den anvet Al Simmons a oa soudard evit ur seurt arme guzh renet gant Jason Wine met un deiz eo bet lazhet gant Jason just a-walc'h neuze ez eas d'an infern. Aze e kej gant Malebolgia, an diaoul. Amourous-tre eo Al gant e wreg, Wanda (a zo ivez anv gwreg Todd McFarlane),neuze en em laka a-du gant Malebolgia evit mont en-dro en douar gant stumm ur Hellspawn (soudard an infern). Met distummet eo e fas, neuze ne c'hell ket kejañ ouzh Wanda (a zo abaoe an amzer dimezet gant mignon gwellañ Al Simmons). Ar comic-se en deus kalz "duet" ar bannoù treset amerikan evel Marvel, DC Comics, hag all.