Talbenn an IJzer
Neuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Emgann an Ijzer | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Brezel-bed kentañ | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Belgia Bro-C'hall | Impalaeriezh alaman | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Alberzh Iañ a Velgia Amiral Ronarc'h | Jeneral Beseler Alberzh a Wurtemberg | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
Belgia: 4 ran-arme troadeion, 2 rann-arme adarme France: 1 rann-arme troadeion, 1 vrigadenn morlu | Arme Beseler 3vet Korf adarme 4vet Arme (nevez) 22vet Korf adarme 23vet Korf adarme 26vet Korf adarme 27vet Korf adarme (11 rann-arme) | ||||||
Kolloù | |||||||
soudard Belgia: 40 000 Bro-C'hall: 15 000 | soudard |
Talbenn an IJzer a zo un talbenn war ribl ar stêr IJzer e Flandrez Belgia e-pad ar Brezel-bed kentañ.
Dour-beuz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Adalek an 21 a viz Here betek an 29 a viz Here 1914 e klasker beuziñ an douaroù etre Nieuwpoort ha Diksmuide, da lâret eo an dachenn etre ar Ganzepoot en Nieuwpoort, Sint-Joris, pont Tervaete, pont Schoorbakke, an hent-houarn Nieuwpoort- Diksmuide ha Diksmuide, diwar urzh ar pennlu belgiat, gant skoazell ar merdead Hendrik Geeraert ha Karel Cogge. D'an 21 a viz Here eo beuzet Ouf Nieuwendamme (nn 4 ouzh ar gartenn). N'eo ket trawalc'h: Geeraert a zeu a-benn da gendrec'hiñ ar pennlu da lakaat digeriñ dor vras an Noordvaart (Kanol an Norzh) er Ganzepoot ha divizet eo d'an 26 a viz Here beuziñ ar vro etre Nieuwpoort ha Diksmuide. N'eo ket efedus an taol kentañ. Kregiñ a ra an dour-beuz da vat d'an 29 a viz Here da 7.30 sur noz en ur zerc'hel digor-bras dorioù an Noordvaart e-pad c'hwec'h euriad a-raok serriñ anezhe en-dro. Hendrik Geeraert hag ur strolladig milourion ar vrezelijinouriezh velgiat a labour memes mod meur a wezh. Al lu alaman ne c'hell ket mont pelloc'h ha kilañ a ra d'an 31 a viz Here en ur lezel dafar-brezel hag ur bern korfoù-marv soudarded war e lerc'h.