Mont d’an endalc’had

The Last of the Mohicans

Eus Wikipedia

The Last of the Mohicans zo ur romant saoznek gant ar skrivagner stadunanat James Fenimore Cooper, embannet e 1826 evit ar wech kentañ. An eil eus ar rummad Leatherstocking Tales eo, ha gwelet eo evel pennoberenn ar skrivagner.

Thomas Cole, Cora war he daoulin dirak Tanemund, 1827

Cora hag Alice Munro, merc'hed ar c'horonal Munro, a veaj gant ur steudad sikour o vont eus Fort Edward da Fort William Henry, renet gant o zad. Er stolladig emañ David Gamut, kelenner kanañ salmoù, hag ar c'homandant Major Duncan Heyward.

O heñcher Magua, eus pobl ar Wyandoted, pe Huroned, a zo e gwirionez e tu ar C'hallaoued, a gas anezho d'un antell. Natty Bumppo (anvet ivez Hawkeye) hag e vignoned Mohikan, Chingachgook hag e vab Uncas, a zeu da sikour ar strollad. Dre ma oar e teuio Magua endro gant kadourien e kas Hawkeye, Chingachgook hag Uncas o mignoned nevez betek ur c'hev a-raok mont da glask sikour goude un prantad emgann gant Magua hag e gadourien.

Pakañ a ra Magua Heyward, Gamut hag ar c'hoarezed. Pa c'houlenn Cora perak o deus kement a c'hoant an Huroned pakañ anezho e respont Magua e oa bet desket dezhañ evañ alkool gant ar re wenn. Deuet da vezañ mezvier e voe skarzhet diouzh e veuriad. Deutet da vezañ mignon gant ar Mohawks a zo eus tu ar Saozon, e kendalc'has da evañ. Lakaat a reas reuz abalamour d'e vezventi ha kondaonet e voe gant Munro da vezañ skourjezet. Distreiñ a reas e-touez an Huroned ha kas a ra anezho enep ar Saozon evit en em veñjiñ. Kinnig lezel e brizonidi da vont ma asant Cora dont da vezañ e wreg. Nac'h a ra Cora.

Distreiñ a ra Hawkeye, Uncas, and Chingachgook. Dont a reont a-benn da lazhañ un darn vras eus ar gadourien Huron. Tec'hout a ra Magua koulskoude. Heyward and Hawkeye a gas Cora hag Alice betek Fort William Henry a zo bremañ kelc'hiet gant ar C'hallaoued.

Kas a ra Munro Hawkeye da Fort Edward evit klask sikour. Pa zistro gant respont ar Jeneral Webb e pak ar C'hallaoued anezhañ. Lezel a reont anezhañ da vont betek Fort William Henry met hep al lizher. E-pad un arsav emgann e c'houlenn ar C'horonal digant Heyward (komz ara mat-tre galleg) mont da gendivizout gant Montcalm, rener ar C'hallaoued ha klask gouzout petra zo el lizher. Fellout a ra da Montcalm kaozeal gant Munro e-unan. Ur wech distro e c'houlenn Heyward digant Munro an aotre d'ober e lez da Alice. A-raok reiñ e asant e tiskuilh Munro e tiskenne mamm Cora eus sklaved du eus an Antilhez.

Un emgav a zo etre Munro ha Montcalm. Diskouez a ra Montclam lizher Webb :nac'h a ra ar jeneral kas sikour. Kompren ar Munro n'hell ket kendelc'her an emgann ha divizout a ra en em zaskor hag asantiñ da zivizoù Montcalm gant ma vo en un doare enorus. Asantiñ a ra Montcalm. Aotreet eo ar soudarded breizhveuriat da guitaat ar c'hreñvlec'h gant o re c'hloazed, ar merc'hed hag ar vugale.

En diavaez eus ar C'hreñvlec'h ez int taget gant 2000 kadour Huron. Ne ra Montcalm tost netra evit mirout ouzh al lazhadeg. E-kreiz ar reuz e kav Magua hag Alice. Kas a ra anezho gantañ. Mont a ra David Gamut da-heul.

Mont ra Hawkeye, Uncas, Chingachgook, Heyward hag ar c'horonal Munro war roudoù Magua. Achapout a reont ouzh ur bagad kadourien Huron. Kejañ a reont gant Gamut en diavaez eus kamp an Huron. Gwelet eo Gamut evel foll gant an Indianed ha ne lazhint ket anezhañ. Lavarout a ra Gamut emañ Alice er c'hamp met ez eo bet kaset Cora d'ur c'hamp Lenape (Delaware) staliet nepell hag un tamm amsteriek en o emzalc'h e-keñver ar C'hallaoued hag ar Saozon. Lavarout a ra dezho ez eo aet Magua da chaseal.

Dindan dic'hizadur ur pareour a-berzh ar C'hallaoued e 'z a Heyward er c'hamp Huron evit klask dieubiñ Alice. Gant sikour Hawkeye a zo deuet a-benn da gemer ar c'hroc'hen arz a zo gwiskamant ar pareour Huron e tieub Alice a oa dalc'het en ur c'hev, goude un toullad darvoudoù strilhus. Goulenn a ra Hawkeye digant Heyward hag Alice mont betek kamp al Lenape.

Paket eo bet Uncas gant an Huron etretant. Dont a ra a-benn Gamut ha Hawkeye d'e zieubiñ.

Pa zizolo an Huron int bet touellet ez eont e fulor, sec'hed digoll ganto. . Kadarnaat a reont Magua evel o fennrener.

Goulenn a ra Magua digant al Lenape rentañ dezhañ e brizonidi. Divizout a ra al Lenape goulenn digant Tamenund, den fur kozh, barn an traoù. Gellout a ra Uncas diz=skouez piv eo e gwirionez (diskennad pennrener ar meuriad Mohican) ha degemeret eo gant doujañs gant al Lenape. Dieubiñ a ra Tamenund an holl brizonidi estreget Cora a zo, evitañ, da vMagua. Kuitaat ar Magua ar c'hamp gant Cora. Asantiñ a ra Tamenund e vefe klasket gant al Lenape(Delaware)dieubiñ Cora met o lezel Magua teir eurvezh lañs.

Emañ al Lenape o prientiñ evit an emgann pa erru Gamut. Gwelet en deus Cora ha Magua er c'hamp Huron, kuzhe eo bet Cora er c'hev ma oa bet lakaet Alice a-raok.

Mont ara al Lenape d'an emgann, lakaat a reont an Huron da gilañ ha kemer a reont o c'hamp. Tec'hout a ra Magua gant Cora. Mont a ra Uncas, Hawkeye ha Heyward war elerc'h dre ar menezioù. Dallet gant e c'hoant dieubiñ Cora ne ziwall ket Uncas trawalc'h. Pa dag Magua hag an daou Huron a oa chomet gantañ e eo lazhet ha Cora ivez. Erruout a ra Hawkeye. Tennañ a ra war Magua a varv o kouezhañ eus un tornaod.

Echuiñ a ra al levr gant un deskrivadur hir eus lid obidoù Uncas ha Cora.

Kadarnaet eo liammoù mignoniezh Hawkeye ha Chingachgook. Diskleriañ a ra Tamenund : "The pale-faces are masters of the earth, and the time of the red-men has not yet come again...."

An tudennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

- Magua (ma-gwah) – an hini drouk ; ur penn Huron chief bet skarzhet diouzh e veuriad abalamour d'e vezventi ; anvet ivez Le Renard Subtil (Louarn Fin)."

- Chingachgook (distaget peuliesañ chin-GATCH-gook) – penn diwezhañ ar meuriad Mohican (ur rann eus al Lenape) ; ambrouger ar c'hoarezed Munro, tad da Uncas. E anv e yezh Unami Delaware a dalvez "Naer Vras".

- Uncas – mab Chingachgook - a zo "Last of the Mohicans" titl al levr, an hini diwezhañ bet ganet Mohican "a ouenn c'hlan". Anvet eo ivez "Le Cerf Agile", the Bounding Elk, Karv (pe Orignal) Mibin". E dibenn al levr e komprener e vage Uncas karantez evit Cora

- Natty Bumppo/Hawkeye – Oeil de Faucon; ur reder koadeier a zeu da vezañ ambrouger ar c'hoarezed Munro gant e vignoned Chingachgook hag Uncas. Anvet eo La longue carabine gant an Indianed hag ar C'hallaoued abalamour d'e fuzuilh hir ha d'e ampartiz.

- Cora Munro – merc'h du he blev ar C'horonal Munro. Speredek, parfet eo Cora. Chom a ra sioul e-kreiz an dañjerioù. Dimezet oa Munro gant he mamm pa oa en Antilhez. Hanterouenn oa, deskrivet evel "diskennadez sklaved". Lavarout a ra Diane Roberts ez eo Cora "the first tragic mulatta in American literature.". Yaouank oa Cora pa 'z eas he mamm da Anaon.

- Alice Munro – meleganez, hanter-c'hoar Cora, a zo laouen ha hoalus. Merc'h Alice Graham, eil gwreg Munro, eo.

- Koronal Munro – tad Cora hag Alice, koronal e lu Breizh-Veur hag e penn Fort William Henry.

- Duncan Heyward – ur c'homandant yaouank eus arme Breizh-Veur a orin eus Virginia. Karout a ra Alice Munro.

- David Gamut – ur c'haner salmoù ha kelenner kan anvet ivez "the singing master (ar mestr-kan)."

- Jeneral Daniel Webb – rener ar C'horonal Munro a gemer penn Fort Edward.

- Jeneral Louis-Joseph, markiz Montcalm – penn-rener an armeoù gall. Anvet gant an Huroned hag ar meuriadoù all eus tu ar C'hallaoued referred "The great white father of the Canadas."

- Tamenund – ur c'hozhiad, fur ha doujet. Gwelet en deus tri rummad a gadourien. "Sachem", den fur an Delaware (Lenape) eo.

Filmoù bet savet diwar al levr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet ez eus bet ur film e 1992 gant Michael Mann diwar danvez levr James Fenimore Cooper. Graet en deus berzh. Ar seizhvet film (sinema ha skinwel) o vezañ bet savet diwar an oberenn vrudet bet embannet e 1926 eo.

Ar film kentañ zo bet savet e 1911. Ar re vrudetañ eo


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.