Mont d’an endalc’had

pouez

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

(Anv-kadarn) Meneget er C'hatolikon (poes).
Da geñveriañ gant ar gerioù pwys en kembraeg, pos en kerneveureg.
(Furm verb) Savet diwar pouez-, pennrann ar verb pouezañ, hep dibenn-ger.

Anv-kadarn

pouez /ˈpweːs/ benel

  1. ponnerded
    • Daou lur bouez.
    • « [...]. Pa zeu pouez an tour da vezañ re bounner, e tro hag e tistro an erevent en o c'housked, betek ma kouezh ar mogerioù d'an diaz. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 29.)

Anv-kadarn

pouez /ˈpweːs/ gourel (liester : pouezioù)

  1. benveg metal a servij da bouezañ pe da bonneraat.
    • Sevel pouezioù an horolaj.
  2. mont (kerzhout, labourat) war e bouez, war e damm pouez : mont war-bouez

Deveradoù

Gerioù kevrennek

Troioù-lavar

Troidigezhioù

Furm verb

Kemmadur Furm
hep pouez
dre vlotaat bouez
dre c'hwezhañ fouez
dre galetaat digemm
amreizh digemm

pouez /ˈpweːs/

  1. Furm ar verb pouezañ e trede gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ.
  2. Furm ar verb pouezañ en eil gour unan an doare-gourc'hemenn.