prenestr
Neuz
Brezhoneg
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ) .
Anv-kadarn
prenestr /ˈprẽːnɛst(r)/ gourel (furm vihanaat : prenestrig, liester : prenester, prenestri, prenestroù)
- Digor en ur speurenn/voger a dalvez da aveliñ/sklêrijennañ diabarzh ur savadur
- Hag eñ azezañ war ur skabell goad a yoa e-kichen ar prenestr ha da sellet ouzh ar mogerioù kouezhet, ouzh an tiez distoet, ouzh an iliz diskaret nemet ar pignon tro ouzh ar sav-heol. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 47.)
- War ar gampr ne oa ket prenestr ebet : ... — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 15.)
- Lom a welas Job o tremen e-biou da brenestr e di hag a savas ivez d'e dro. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 40.)
- ... : nepell diouzh kreiz kêr, ur bern logelloù izel ha kuit a brenestr, gant un doenn soul krennveget hag e-dro dezho morianed gant lostennoù gwenn pe c'hlas, ... — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 90.)
- Serrit (digorit) ar prenest. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 429.)
- Pa voe tavet trouz o zreid war vein al liorzh, Loeiza, hep tennañ he chal, a azezas e-kichen ar prenestr. — (Roparz Hemon, Ho kervel a rin en noz ha marvailhoù all, Al Liamm, 1970, p. 16.)
- Sevel a ra da vont d'ar prenestr. — (Youenn Drezen, Sizhun ar Breur Arturo, Al Liamm, 1971, p. 13.)
- Ha, kerkent, e voe stanket kement prenestr ha kement dor a oa en tour, ... — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 20.)
- Hogen, kaer a veze skoiñ war zor an ti ha goulenn digor, e rankemp chom er-maez hag, a-wechoù, e teue an ozhac'h da stlapañ dour warnomp dre doull ar prenestr. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 240.)
- A-dreñv ar stal e oa ur penn da renkañ an traoù, prenestr ebet warnañ, a-hed e vogerioù estajerennoù a bep seurt, ... — (Pêr Denez, Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re, Al Liamm, 1979, p. 23.)
- Digoriñ a ran ar prenestr, dre ma n'eo ket bet kempennet ar sklasennoù anezhañ abaoe pell 'zo, ha dre ma n'eus mann ebet ganin evit ober se. — (Yann Gerven, Brestiz o vreskenn, Al Liamm, 1986, p. 9.)
- Kas a reas Sezni Gwegen da gichen ar prenestr a skoe war ar pleg-mor. — (Goulc'han Kervella, Brezel ar Rigadell, Al Liamm, 1994, p. 40.)
- Kavout a rejont un daol e-kichen ur prenestr e-lec'h m'en em staljont. — (Youenn Kervalan, Dremmoù Arrasate, Embannadurioù Al Lanv, 2009, p. 21.)
- Hini anezho ne daolas evezh ouzh ur mell kaouenn gell-alaouret o tremen dirak ar prenestr en ur zarnijal. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 6.)
Troioù-lavar
- Ne welet-c'hwi ket ar briñsez en prenestr he c'hambr o kribat he blev melen-aour gant ur grib aour ? — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 57.)
- En he fenestr edo, ha, pa welas ar pesketaer bihan o vont en ti, e tiskennas da welet da betra 'oa deuet. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 42.)
- Hag e vez aze er prenestr, alese e wel ar marvaillou. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 84.)
- E prenest pe brenest e vez hag e wel ar marvaillou. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 429.)