priz
Neuz
Brezhoneg
- Amprestet digant ar galleg kozh pris.[1]
- Meneget er C'hatolikon (pris).
- Da geñveriañ gant ar gerioù pris en kembraeg, prys en kerneveureg.
Anv-kadarn
priz /ˈpriːs/ gourel, pe benel e yezh Treger (liester : prizioù, prizoù)
- Talvoudegezh arc'hant roet d'un dra bennak (traezenn pe servij); ur priz bras, bihan, uhel, izel:
- Ur varc'hadourezh he deus tri friz : ur priz bras, ur priz krenn, hag ur priz bihan. — (Yann-Vari Perrot, Buez ar Zent, Monroulez, 1911, p. 27.)
- 3 € eo priz an niverenn voutin.[2]
- priz, ar briz:
- ... a mar o heus, otro, hoand da gleued ar bris ... (ha mar hoc'h eus c'hoant, aotrou, da glevout ar briz), Louis Eunius 613
- ... ur briz izel ... Trajedienn Santez Jenovefa a Vrabant 351
- [...], gant gourc'hemenn da degas dezhañ ar pezh a vije kavet a gaerañ, hep sellet eus ar briz. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 26.)
- Me a oa spontet rak ar briz. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 488.)
- [...], dibab atav ar pep gwellañ, arabat teurel pled ouzh ar briz : ar pep gwellañ. — (Pêr Denez, Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re, Al Liamm, 1979, p. 65.)
- Er briz m'emañ ar pakad sigaretennoù ez eo aes kompren petra a c'hoarvez ganimp. — (Edouarzh Ollivro, troet gant Jakez Konan, Pikoù Mab e Dad, Mouladurioù Hor Yezh, 1983, p. 259.)
- bezañ priz vat war udb:
- Me a werz ma moh pa welan e vez priz vad warno. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 432.)
- ober ur priz:
- Goude bezañ chipotet ur pennad c'hoazh, e oa graet ar priz. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/5, Al Liamm, 1994, p. 173.)
- Gopr roet da loread ur genstrivadeg: ar Priz Nobel, ar Priz Langleiz.
- E-kerzh miz Kerzu 2001 e oa bet roet prizioù France 3 Ouest e Pempoull.[3]
Doareoù-skrivañ all
- En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet pris.
Deveradoù
Troidigezhioù
talvoudegezh arc'hant (1)
gopr (2)
Roll an daveoù :
- [1] : Lexique Étymologique des termes les plus usuels du Breton Moderne
- [2] : Niverennoù kozh da brenañ, Al Liamm, niv. 330, C'hwevrer 2002, p. 101.
- [3] : Prizioù FR3, Al Liamm, niv. 330, C'hwevrer 2002, p. 106.