COVID-19
Kleñved ar c'hurunviruz 2019, berraet e COVID-19 (COronaVIrus Disease 2019 e saozneg), a zo ur c'hleñved poreüs c'hoarvezet gant ur viruz anvet SARS-CoV-2. Kiriek eo da kleñved-red Wuhan e Sina ha da bedreuziad kurunviruz 2019-2020 war e lerc'h.
Anv ofisiel | coronavirus disease |
---|---|
Den heverk | Zhang Jixian, Zhong Nanshan |
Darvoud-alc'hwez | Kleñved-red Wuhan |
Abeg pennañ | SARS-CoV-2 |
Mare ma oa dizoloet pe ijinet | Kerzu 2019 |
Location of discovery | Wuhan |
Dibarder mezegel | infectious diseases, pulmonology, virology, epidemiology, medisinerezh mallusted |
Medical examination | reverse transcription polymerase chain reaction, ELISEA, tomografiez jedet, polymerase chain reaction, COVID-19 rapid antigen test |
Hashtag | COVID19 |
Has natural reservoir | mink |
Dezverket dre | contagiousness, COVID-19 mortality |
Istor | timeline of the COVID-19 pandemic |
Subject has role | acute respiratory distress syndrome |
Manifestation of | disease X |
Handled, mitigated, or managed by | treatment of COVID-19 |
EntitySchema for this class | Entity schema not supported yet (E196) |
ID en Thesaurus NCI | C171133 |
Wikipedia ne ro ket alioù mezegel pe yec'hedel | |
Titouroù diamzeriet pe ziwir a c'hall bout er pennad-mañ. Un den a-vicher hepken war ar vezegiezh a c'hall reiñ un ali mezegel deoc'h, ha pennadurezhioù yec'hedel ho pro hepken zo anadouek war ar reiñ kemennoù a-fet yec'hed foran evit a sell bedreuziad COVID-19 e 2019-2020. | |
Diwar-benn ur c'hleñved eo ar pennad-mañ. Gwelit Bedreuziad COVID-19 e 2019-2020 m'emaoc'h o klask deskrivadur bedreuziad ar C'hCOVID-19, SARS-CoV-2 m'emaoc'h o klask deskrivadur ar viruz. |
Goradur
kemmañGounervezh COVID-19 a vije war-dro 5 deiz, etre 3 ha 7 deiz peurliesañ. Da ouzhpenn 1% eus an dud e ya hiroc'h eget 14 deiz, hag e padfe betek 24 deiz ezreol. An ABY a ouie dija a-raok ar bedreuziad e 2020 e oad tredizhus a-raok vije an anzonoù gweladus, evel ar grip, bet studiet kurunviruzoù all gantañ.
Treuzkas
kemmañE kreiz miz Kerzu 2019 eo deuet an treuzkas etredenel hervez The New England Journal of Medicine[1].
Ur metrad zo a-walc'h, evit-doare, d'en em wareziñ ouzh ar viruz, ha daou vetrad zo suroc'h. Ar maskloù gwareziñ a zo efedus pa lakaer an diarbennoù yec’hedoniel all da bleustriñ ivez (gwalc’hiñ an daouarn, h.a.)[2].
Azonoù kuñv pe azon ebet a vez gant ar vugale gontammet peurliesañ, tredizhus int avat. Dindan 0,5% emañ riskl marv an dud dindan 50 vloaz, 8% eo d'ar re a-us 70 bloaz. Ur riskl dibarek poread grevus zo gant ar merc'hed dougerez.
Vaksinoù
kemmañMeur a vaksin efedus zo a-enep ar C’hovid-19[3]. Lod anezho a ra gant trenkenn ribonukleek kannad, lod all gant virused diaktivet, pe c’hoazh proteinoù adkevredek.
Notennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ (en) Qun Li, Xuhua Guan, Peng Wu ha Xiaoye Wang, « Early Transmission Dynamics in Wuhan, China, of Novel Coronavirus–Infected Pneumonia », New England Journal of Medicine, 29 a viz Genver 2020, NEJMoa2001316 (ISSN 0028-4793 et 1533-4406, DOI 10.1056/NEJMoa2001316, gwelet d'ar 5 a viz C'hwevrer 2020).
- ↑ (fr) Maladie à coronavirus 2019 (COVID-19) : masques. Organisation mondiale de la Santé.
- ↑ (fr) Maladie à coronavirus 2019 (COVID-19) : vaccins. Organisation mondiale de la Santé.