Tuvalu zo ur vroad polinezian er Meurvor Habask. 5 atoll a ya d'ober anezhi ha, gant 26 km² he gorread ha 10 540 annezad, eo unan eus broioù bihanañ ar bed[1] hag an trede disterañ poblet. Anvet e oant "inizi Ellice" betek 1974. Tuvalu zo dizalc'h abaoe 1978.

Tuvalu
Tuvalu
Banniel Tuvalu Skoed-ardamez Tuvalu
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur : "Tuvalu mo te Atua"  (Tuvalueg)
"Tuvalu evit an hini Hollc'halloudek"
Kan broadel: "Tuvalu mo te Atua"  (Tuvalueg)
"Tuvalu evit an hini Hollc'halloudek"
Lec'hiadur Tuvalu
Lec'hiadur Tuvalu
Kêr-benn Funafuti
8°31′S 179°13′E
Yezh(où) ofisiel Tuvalueg, Saozneg
Gouarnamant Monarkiezh bonreizhel
 - Riegez Charlez III
 - Gouarnour Meur Tofiga Vaevalu Falani
 - Kentañ ministr Feleti Teo
Gorread
 - Hollad 26 km² (192vet)
 - Dour (%) dister
Poblañs
 - istimadur Gouere 2021 11,900 ()
 - Stankter 475,9/km² (27)
Moneiz Dollar tuvaluan
Dollar aostralian (AUD)
Gwerzhid-eur (UTC+12)
Kod kenrouedad .tv
Kod pellgomz +688

Annezidi kentañ Tuvalu a vije deuet 3 000 bloaz 'zo eus inizi Samoa ha Tonga.

Lec'h uhelañ an enezeg a zo 4 metr a-us live ar mor. Rak-se eo ankenius efedoù tommadur ar blanedenn evit ar vro-se: muioc'h-mui a liñvadennoù a c'hoarvez; krignet ha sallet eo an douaroù a zo dibosupl gounit plant warne ken; drastusoc'h eo ar c'helc'hwidennoù ivez.

Kartenn Tuvalu


Notennoù

kemmañ
  1. N'eus nemet teir bro bihanoc'h eget Tuvalu: Vatikan, Monako ha Nauru, ha div dibobletoc'h (Nauru ha Vatikan).