derc'hel e grog
Brezhoneg
Troienn verb
derc'hel e grog
- Chom yac'h ha kreñv
- Dalc'h da grog. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 95.)
- A-hend-all e talc'han ma c'hrog. — (Edouarzh Ollivro, troet gant Jakez Konan, Pikoù Mab e Dad, Mouladurioù Hor Yezh, 1983, p. 23.)
- ...rakar gwelet mat a rae e talc'he Maria he c'hrog hag e vefe barrek a-walc'h da vont da gozh, ... — (Fañch Peru, Kañfarded Milin ar Wern, Skol Vreizh, 2008, p. 10.)
- Derc'hel a ran ma c'hrog. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 352.)
Troidigezhioù
- galleg : tenir le coup (fr)