Manila : diforc'h etre ar stummoù
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Bot : en:Manila a zo ur pennad vat; Kemm dister |
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Bot : tl:Maynila zo ur pennad eus an dibab; Kemm dister |
||
Linenn 44: | Linenn 44: | ||
[[Rummad:Metro Manila]] |
[[Rummad:Metro Manila]] |
||
{{Liamm PuB|tl}} |
|||
{{Link GA|en}} |
{{Link GA|en}} |
Stumm eus an 3 Gen 2014 da 23:15
Kêr-benn Stad Filipinez eo Manila (Maynila e filipineg).
Istor
Kronologiezh
1571 : Krouet kêr gant ar Spagnol López de Legazpi. Sujet eo ar vro d'an impalaeriezh spagnol.
1898 : Disklêriet ar brezel ouzh Spagn gant ar Stadoù-Unanet. Distrujet al lestraz spagnol. Rankout a ra ar Spagnoled dilezel o zrevadenn. Kregiñ a ra Stadunaniz d'ober o renkoù er vro ha d'en em staliañ.
1942 : Preizhet kêr gant lu Japan. Staliet eno un diktatouriezh kriz. Mestr eo Japan war ar vro. En ur guitaat Filipinez e tisklêr ar jeneral MacArthur ar frazenn vrudet (deuet da wir 4 bloaz war-lerc'h) : "I shall return" (Dont a rin en-dro).
1945 : Staliet adarre ur gouarnamant e Manila. Dilennet Roxas y Acuna da brezidant hag Elpidio Quirino da vesprezidant.
1946 : Goude fin aloubadeg Japan e tistro Stadunaniz d'en em staliañ e Manila.
Termenadurezh
E-pad pell eo bet rannet kêr etre ur c'harter trevadennel, mogeriet ha poblet gant trevadennerien eus Europa. Ar pezh a reer Manila anezhañ hiziv e gwirionez pe Manila "Intramuros" (kêr-gloz) ha Binondo, anezhi kêr an henvroidi, hini an "Indios" kalz pobletoc'h. Spagnoled ar XVIvet kantved a rae "Indio" (diwar Indez) eus kement henvroad eus perc'henniezhioù an impalaeriezh spagnol er Bed Nevez ha, dre astenn-ster, eus kement hini a orin eus ar broioù trevadennet ganto goude ma voe dizoloet Amerika ha pa vefent o chom en Azia.
Poblañs
Hiziv emañ bodet er gêr-benn un niver bras a garterioù iskêrel en tolpad kêrioù a reer Metro Manila anezhañ hiziv. Eno e vev ouzhpenn 10 milion a dud. Poblañs kêr Vanila a sav da 1,6 milion a dud.
Lec'hioù dibar
Ateneo Manila, ur skol-veur katolik, bet savet e 1859 gant ar Jezuisted.
Treuzdougen e Manila
Treuzdougen kêr
Kehentiñ gant an diavaez
- Aerborzh etrebroadel Aquino
Gwelet ivez
Manila veur (Metro Manila)
Kêrioù ha kumunioù Metro Manila | |
Kêrioù : | Caloocan | Las Piñas | Makati | Malabon | Mandaluyong | Manila | Marikina | Muntinlupa | Parañaque | Pasay | Pasig | Quezon City | Taguig | Valenzuela |
Kumunioù : | Navotas | Pateros | San Juan |