Delwennoù da Afrodite
Un toullad delwennoù savet da Afrodite a zo brudet-kaer, hag un toullad pennadoù, gant skeudenn an doueez, a gavor amañ.
Afrodite ha Gwener
Diwar levezon Italia eo deuet ar c'hiz da ober Venus (Gwener e brezhoneg, Venere en italianeg) eus delwennoù an doueez, ha pa vijent delwennoù hellazat. Div skouer a gement-se eo
- ar Vénus d'Arles, lakaet war gont Praksiteles, a oa hellazat neuze,
- ar Vénus de Milo, ha n'eo ket bet azeulet dindan an anv Venus gant tud Hellaz evel-just.
Delwennoù ragistorel
Diwar levezon an hendraourien, saoznek pe c'hallek avat, e vez graet an anv Venus ivez eus an holl delwennoù maouezed a bep orin, ragistorel da skouer (gwelout Gwener Willendorf) . Ur c'hiz n'eo ken, ha skiantel n'eo ket.
Ouzhpenn-se, pa ouzer eo dre c'hoap e vez graet Venus eus delwennoùigoù graet gant arzourien eus an amzerioù koshañ, e weler n'eo ket doujañs na skiant a vez maget gant darn eus ar skiantourien atav.
Anvioù an delwennoù anavezet
- Afrodite Knidos, pennoberenn Praksiteles, a zo bet savet diwarni an holl zoareoù all,
- Afrodite Melos (anvet ivez Gwener Milo, Mirdi al Louvre, Pariz),
- Venus Kallipygos, e Mirdi Broadel an Hendraouriezh e Naplez, a zo un doare dezhi hec'h-unan,
- Venus de' Medici, en Uffizi, e Firenze).
Diwar Afrodite Knidos ez eus bet savet delwennoù damheñvel, ha dreist-holl:
- Venus Capitolina, a zo e Mirdioù ar C'hapitol, e Roma)
- Venus Barberini
- Venus Borghese
- Venus Arle pe Gwener Arle (Mirdi al Louvre, Pariz)
- Gwener an Eskilin, e Mirdioù ar C'hapitol, e Roma
- un delwenn all, c'hoar da Gwener an Eskilin, a zo el Louvre, e Paris[1]
- Gwener en he c'hluc'h, a zo div zelwenn c'hoar, an eil el Louvre, e Paris, eben er British Museum, e Londrez,
- Gwener Mazarin, a oa bet d'ar c'h-Kardinal Mazarin (bremañ er John Paul Getty Museum)[2], e Los Angeles, California, SUA
- Venus Victrix, a zo e Mirdi an Ofisoù, Firenze )
- Venus Felix
- Venus Lely.