Mont d’an endalc’had

Venus Lely

Eus Wikipedia
  • Troet diwar ar pennad saoznek, ha ken fonnus all. Mar kirit e c'hallit ober un astenn c'hoazh.
Venus Lely
Alegorienn by Pieter Paul Rubens, 1612-13, graet goude e chomadenn gant Gonzaga e Mantova, ma welas Venus en he c'hluch, a oa e dastumad Gonzaga da neuze

Venus Lely zo un delwenn hellenek marmor, e doare Venus en he c'hluch, eus mare an Antonined.

Da gentañ e oa e dastumad Gonzaga e Mantova, ha renablet eno e 1627[1]. Eno e voe gwelet gant Rubens a oa o chom en ti, kaset gant ar roue saoz Charles Iañ evel diplomat ha dastumer oberennoù arzel. Levezonet-bras e voe e zoare da livañ korfoù merc'hed noazh gant an delwenn-se, kement ha ken bihan ma voe diskouezet en National Gallery pa voe aozet un diskouezadeg da Rubens ("Rubens: A Master in the Making" ) adalek ar 26 a viz Here 2005 betek ar 15 a viz Genver 2006 [2] Prenet e voe digant an tiegezh Gonzaga, e 1627-28, evit Charles Iañ eta,[3] E 1631 edo e Bro-Saoz ma veze laret e oa "ar gaerañ delwenn a zo" ha priziet kement ha 6000 skoed[4].

Pa voe strewet dastumadoù arzel ar roue e-pad amzervezh Commonwealth dindan Cromwell, e tegouezhas etre daouarn al livour hag anaoudeg Peter Lely, ha setu penaos e teuas dezhi an anv Venus Lely[5] E 1682, daou vloaz war-lerc'h marv Lely, e voe kemeret eus dastumad al livour da adlakaat e dastumad ar roue, ha staliet e Palez Whitehall, a voe an tan ennañ d'ar 4 a viz Genver 1698, distrujet an ti, nemet saveteet e voe ar Venus[6].

Abaoe 2005 emañ er British Museum, war brest ha war hir dermen, goude un tamm fichañ, hag he gwelout a c'haller en trepas 23[7].

  1. Embannet gant Carlo d'Arco, Delle Arti e degli artefici di Mantova, II (1857), pp 168-71, notennoù gant A. H. Scott-Elliot, "The Statues from Mantua in the Collection of King Charles I" The Burlington Magazine 101 No. 675 (June 1959, pp. 214, 218-227) p 219f, notenn 18.
  2. Exhibition link ha Image of it in the exhibition (Royal Collections report, page 4).
  3. Alessandro Luzio, La Galleria dei Gonzaga venduta all'Inghilterra nel 1627-28 (1913), noted by Scott-Elliot 1959:220 note 19.
  4. "...une figure de femme accroupie de marbre, aucuns disent Venus delli Eli, autres Hélène de Troye, c'est la plus belle statue de tous estimée à 6 mille escus": (skeudenn marmor ur vaouez en he c'hluch, anvet Gwener Elis gant lod, Helen Troia gant lod all, ar gaerañ delwenn a zo, ha priziet kement ha 6000 skoed) hervez lizher ar gall Daniel Nys da Lord Dorchester, d'an 13 a viz mezheven 1631; Scott-Elliot 1959:220; Haskell and Penny 1981:321
  5. In the Commonwealth Sale Inventory it is lot 10, ₤600, with the annotation bought by Lilly the Painter with Severall other his Mats. rarities. (A. H. Scott-Elliot, The Statues from Mantua in the Collection of King Charles I, The Burlington Magazine, Vol. 101, No. 675 (Jun., 1959), pp. 214, 218-227)
  6. Cornelius C. Vermeule, Notes on a New Edition of Michaelis: Ancient Marbles in Great Britain, American Journal of Archaeology, Vol. 59, No. 2 (Apr., 1955), pp. 129-150
  7. BM page
  • Paul F. Norton, The Lost Sleeping Cupid of Michelangelo, The Art Bulletin, Vol. 39, No. 4 (Dec., 1957), pp. 251–257
  • Anne H. van Buren, Erica Cruikshank Dodd, Ellen N. Davis, Clifford M. Brown, Letters to the Editor, The Art Bulletin, Vol. 57, No. 3 (Sep., 1975), pp. 466–467.