François Hollande
François Hollande (distagadur LFE: [frɑ̃swa ɔlɑ̃d]), bet ganet d'an 12 a viz Eost 1954 e Rouan (Normandi), a zo ur politikour gall. Eus miz Du 1997 betek miz Du 2008 e oa sekretour meur ar Parti Socialiste. Maer Tulle e oa etre 2001 ha 2008, kannad Corrèze etre 1988 ha 1993 hag abaoe 1997 adarre, deuet eo da vezañ Prezidant kuzul-departamant Corrèze e 2008.
Goude un dilennadeg kentael e oa war ar renk e 2012 evit bezañ dilennet da Brezidant ar Republik C'hall en anv ar Parti Socialiste, hag en eil tro (6 a viz Mae) en doa gounezet a-enep Nicolas Sarkozy, ar prezidant kent, hag e teuas evel-se da vezañ 7vet Prezidant ar Vvet republik.
D'ar 1añ a viz Kerzu 2016 e gas keloù ne vo ket war ar renk evit bezañ addilennet e 2017[1].
Echu a ra e amzeriad d'ar 14 a viz Mae 2017. E warlerc'hiad zo Emmanuel Macron[2].
Notennoù ha daveoù
- ↑ (fr) Sylvain Chazot, « François Hollande ne se représentera pas à la présidentielle », Europe 1, 1/12/2016.
- ↑ « D’ici à la passation des pouvoirs, une semaine chargée pour le nouveau président Macron », Le Monde, 8 Mae 2017.
Prezidanted Frañs — Pempvet Republik (1958 –) |
|||
---|---|---|---|
|