Fuzuilh
Ur fuzuilh zo un arm-tan hir evit tennañ a-bell hag a rank sañset bezañ implijet gant e zaouarn pe pozet war ur pezh (daoubez, trebez, sac'h) pa denner. E geriaoueg an arme ez eo ur fuzuilh un arm-tan dezhañ ur c'hanol rizennet. Pa raer anv eus armoù implijet er-maez eus an arme (evit chaseal dreist-holl) ez eo ur fuzuilh un arm dezhañ unan pe meur a ganol flour.[1]
Lies eo ar fuzuilhoù. Ar fuzuilhoù-arsailh a zo implijet dreist-holl gant an armeoù. Ar fuzuilhoù-resisted a vez implijet gant an armeoù ha strolladoù surentez ar Stadoù evel ar polis. Fuzuilhoù poultr-du a vez implijet c'hoazh gant dastumerien hag e kenstrivadegoù tennañ gant armoù kozh.
Pa raer anv eus un arm-tan hir rizennet e ganol(ioù) hag implijet evit chaseal pe e bed ar sportoù tennañ e implijer kentoc'h ar ger karabinenn. Met e geriaoueg an arme e implijer a-wechoù ar ger karabinenn evit armoù rizennet o c'hanol berroc'h o ment hag o hed-tenn (Karabiner 98k, M1 Carbine).
Fuzuilh-arsailh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad pennañ : Fuzuilh-arsailh
-
Un AK-47, a zo e-touez ar fuzuilhoù-arsailh implijetañ er bed ablamour d'he soluter ha d'he friz izel.[2]
-
Ar Sturmgewehr 44, unan eus ar fuzuilhoù-arsailh kentañ ijinet e fin an Eil Brezel-bed.
Ur fuzuilh-arsailh, pe fuzuilh-argad, a zo graet evit tennañ betek 300 metrad gant ar mod damaotomatek, pe betek 30 metrad er mod aotomatek. Hendad ar fuzuilhoù-arsailh en istor a voe an Avtomat Ferodova, krouet e Impalaeriezh Rusia e 1916. E fin an Eil Brezel-bed e voe ijinet en Alamagn ar Sturmgewehr 44, a zo gwelet evel ar fuzuilh-arsailh vodern kentañ. Hiziv e implij ar braz eus an armoù-mañ ar c'halibr standart 5,56 × 45 mm NATO. E-touez ar munisionoù all implijet ar muiañ e kaver ar 7,62 × 51 mm NATO pe ar 7,62 × 39 mm M43 soviedel.
Skouerioù fuzuilhoù-arsailh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sturmgewehr 44 ( Trede Reich, 1942)
- AK-47 ( URSS, 1947)
- FN FAL ( Belgia, 1948)
- M16 ( Stadoù-Unanet, 1958)
- FAMAS ( Frañs, 1973)
- SIG 550 ( Suis, 1990)
- HK416 ( Alamagn, 2005)
Fuzuilh-emgann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad pennañ : Fuzuilh-emgann
Ur fuzuilh-emgann (battle rifle e saozneg) a vez graet eus ur fuzuilh damaotomatek implijet gant ur soudard e-unan ha kambret evit munisionoù leun o galloud. Klotañ a ra gant armoù savet etre ar bloavezhioù 1940 ha 1970[3]. En Istor an armoù-brezel e ra al liamm etre ar fuzuilhoù-morailh implijet adalek trede kard an XIXvet kantved hag ar fuzuilhoù-arsailh e servij abaoe trede kard an XXvet kantved er braz eus armeoù ar bed.
Skouerioù fuzuilhoù-emgann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- M1 Garand ( Stadoù-Unanet Amerika, 1933)
- AVS-36 ( URSS, 1936)
- SVT-40 ( URSS, 1938)
- Gewehr 43 ( Trede Reich, 1943)
- MAS 49 ( Frañs, 1949)
- M14 ( Stadoù-Unanet Amerika, 1954)
- Heckler & Koch G3 ( Alamagn, 1955)
- AR-10 ( Stadoù-Unanet, 1956)
Fuzuilh-resisted
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad pennañ : Fuzuilh-resisted
Ur fuzuilh-resisted a vez implijet gant an armeoù da lazhañ enebourien pe distruj dafar en tu all da 300 metrad. Bremañ e vez atav pourveziet gant ul lunedenn da welet pell. E miz Mae 2017 ez eus bet lazhet un den war-hed 3 540 metr gant ur soudard kanadian en Irak[4]. E-touez ar c'halibroù bras implijet ar muiañ hiziv e kaver an .50 BMG, an .338 Lapua Magnum, ar 6,5 Creedmoor hag ar re .375 ha .408 CheyTac. En XXvet kantved ez eus bet implijet kenañ kalibroù evel an .30-06 Springfield gant arme Stadoù-Unanet Amerika. Ar c'halibr .308 Winchester a vez implijet c'hoazh e fuzuilhoù-resisted kalz strolladoù polis er bed. A-wechoù e vez graet gant ur c'halibr bihanoc'h evel an 5,56 × 45 NATO implijet e fuzuilhoù SIG-Sauer 550 ar GIGN e Frañs[5].
Skouerioù fuzuilhoù-resisted
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- SVD Dragunov ( URSS, 1963)
- M40 ( Stadoù-Unanet, 1966), diazezet war ar garabinenn Remington 700
- FR-F1 ( Frañs, 1966)
- FN SCAR-H PR ( Belgia, 2004)
- Barrett M82 ( Stadoù-Unanet, 1980)
- M24 ( Stadoù-Unanet, 1988)
- McMillan TAC-50 LRSW ( Stadoù-Unanet, fin ar bloavezhioù 1980)
- Accuracy International AWM ( Rouantelezh-Unanet, 1996)
Fuzuilh-chase
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad pennañ : Fuzuilh-chase
-
Ur sell a-dostoc'h ouzh ur fuzuilh-chase digoret, dezhi daou ganol flour kichen-ha-kichen da wintañ, kalibr 18
-
Ur fuzuilh-chase daou denn Browning B25 kalibr 12. He daou ganol a vez gwintet da gargañ anezhi
Ur fuzuilh-chase he deus alies daou ganol flour, a-wechoù unan (fuzuilhoù damaotomatek modern pe fuzuilhoù kozh un-tenn) pe dri. Pa vez daou ganol e c'hallont bezañ savet kichen-ha-kichen pe dreistlakaet an eil war egile. Implijet e vez da dennañ war loened tost a-walc'h (dindan 50 metrad). Gellet a ra bezañ karget gant kartouchennoù plom evit ar jiboez bihan pe gant kartouchennoù slug enne ur boled evit al loened brasoc'h (moc'h-gouez, kirvi...). E-touez ar c'halibroù implijet ar muiañ e kaver ar c'halibroù 12 hag 20. Ar c'halibr 16 a oa an hini implijetañ e Frañs a-raok ar bloavezhioù 1970. Ar c'halibr .410 (pe 36 magnum) a gaver e fuzuilhoù bihan da lazhañ loened bihan a-dost. En Europa eo kambret peurliesañ ar fuzuilhoù chase evit kartouchennoù 65 mm, 70 mm pe 76 mm (magnum) hirder o c'hartouchenn. Ne vezent ket implijet e bed an arme bete-vremañ, met diskouezet o deus ar fuzuilhoù-chase bezañ efedus a-enep d'an dronoù enep-dafar pe enep-tud a vez implijet stankoc'h-stankañ, e brezel Ukraina da skouer[6].
Zwilling, drilling ha vierling
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War fuzuilhoù zo e kaver ur c'hanol rizennet asambles gant ur c'hanol flour. Zwilling a vez graet eus ar meskaj-se ; drilling a vez graet eus fuzuilhoù dezhe daou ganol flour hag unan rizennet, pe ar c'hontrol ; ha vierling eus ur fuzuilh dezhi daou ganol flour ha daou ganol rizennet. Armoù a seurt-se a zo savet evit ar chaseourien a fell dezhe bezañ gouest da implijout ur c'anol pe egile diouzh al loened a welint o chaseal. Ral eo ar fuzuilhoù-mañ e bed abalamour int ker ha luziet da broduiñ. Dont a ra o anv eus an alamaneg zwei, drei, vier (daou, tri, pevar).
Skouerioù fuzuilhoù-chase
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Colt Model 1878 ( Stadoù-Unanet, 1878)
- Browning Auto-5 ( Belgia, 1905)
- Manufrance Robust ( Frañs, 1913)
- Browning B25 ( Belgia, 1925)
- Verney-Carron Sagittaire ( Frañs, 1966)
- Baikal IZh-27 ( URSS, 1973)
- Ruger Red Label ( Stadoù-Unanet, 1977)
Fuzuilh-pomp
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad pennañ : Fuzuilh-pomp
Ur fuzuilh-pomp zo dezhi ur c'harger korzennek dindan he c'hanol (peurliesañ), gouest da dennañ kartouchennoù-chase, hag a vez adarmet a-drugarez da fiñvadenn un elfenn eus fust an arm.
Skouerioù fuzuilhoù-pomp
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Winchester Model 1897 ( Stadoù-Unanet Amerika, 1897)
- Ithaca Model 37 ( Stadoù-Unanet Amerika, 1933)
- Remington 870 ( Stadoù-Unanet Amerika, 1950)
- Mossberg 500 ( Stadoù-Unanet Amerika, 1961)
- Winchester 1300 ( Stadoù-Unanet Amerika, 1980)
- Mossberg Maverick 88 ( Stadoù-Unanet Amerika, 1988)
- Benelli Nova ( Italia, 2001)
Fuzuilh poultr-du
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da glokaat
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Olivier ACHARD, L'Univers des fusils, Solar 2002, p. 15
- ↑ (fr) [1] Comment la kalachnikov a changé le monde, troet gant Jean-Clément NAU, Slate, 11 a viz C'hwevrer 2012
- ↑ (en) ORTIZ Miguel, The rise, fall and resurgence of the battle rifle, war We are the mighty, 10/07/2023 (lennet d'an 28/08/2024)
- ↑ (fr) [2] Irak: Un sniper canadien abat un djihadiste de Daesh à une distance de 3.500 mètres, 20 minutes avec agences, 23 a viz Gouere 2017
- ↑ (fr) [3] Pajenn GIGN.org.
- ↑ (fr) LAGNEAU Laurent, Faut-il doter les fantassins de fusils de chasse pour abattre les drones FPV ?, war Opex360, 30/06/2024