Mont d’an endalc’had

SVD (fuzuilh)

Eus Wikipedia
SVD "Dragunov"
Skeudenn ar pennad SVD

Ur fuzuilh SVD Dragunov'
Kinnig
Bro URSS
Doare Fuzuilh damaotomatek
Mont en-dro Tennata dre amprest-gazoù, piston
Munision 7,62 × 54 mm R
Mare ijinañ 1958 - 1963
Mare produiñ Abaoe 1963
Pouez ha muzulioù (stumm orin)
Mas (hep kartouchenn, gant al lunedenn) 4,30 kg
Hirder 1.225 mm
Hirder ar c'hanol 620 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 800 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 830 m/s
Endalc'h Karger-fiñv 10 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

An SVD (e rusianeg СВД : Снайперская Винтовка Драгунова, Snayperskaya Vintovka Dragunova, "fuzuilh sniper Dragunov"), anvet boaz Dragunov, zo ur fuzuilh-resisted savet e deroù ar bloavezhioù 1960 en URSS evit an dennerien-resisted hag ar snipers. He gwikefre zo bet diazezet war hini an AK-47, met kalz uheloc'h e oa kalite pezhioù an SVD.[1] Implijet eo bet gant broioù Pakt Varsovia ha gant kalz armeoù pe emsavioù skoazellet gant an URSS da vare ar Brezel Yen, evel ar fuzuilhoù-arsailh AK-47 pe AK-74. Hiziv-an-deiz e vez produet hag implijet c'hoazh, gant arme Rusia da skouer. E Sina e vez produet kopiennoù eus an SVD dindan an anvioù Type 79 ha Type 85, he stumm modernizaet.

  1. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, pp. 154-155
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan