Mont d’an endalc’had

.38 Super

Eus Wikipedia
.38 Super
Skeudenn ar pennad .38 Super

A gleiz da zehou : kartouchennoù .38 Special - .38 Super - 9 × 19 mm Parabellum
Perzhioù
Kalibr .38 / 9 mm
Doare korf an douilhez kreuzenn, damvourled
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Produer orin Colt
Muzulioù
Ø bannadell 9,04 mm
Ø trogleuziñ 8,79 mm
Ø kolier 9,75 mm
Ø korf an douilhez 9,75 mm
Ø strad 10,31 mm
Tevder ar strad 1,27 mm
Hirder an douilhez 22,75 mm
Hirder ar gartouchenn 32,51 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 7,45 - 9,53 g
Tizh mont e-maez V0 370 - 440 m/s
Energiezh ar vannadell 578 - 740 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

An .38 Super, anvet ivez .38 Super Auto, .38 Super Automatic pe 9 × 23 mm SR zo ur munision armoù-dorn krouet e 1929 gant an embregerezh stadunanat Colt.

Ur stumm kreñvaet eus ar munision .38 Auto eo, graet evit bezañ implijet da gentañ er pistolennoù Colt M1911[1]. Implijet e veze un tamm gant ar polis stadunanat abalamour e oa gouest da dreuziñ dorioù otoioù ar bloavezhioù 1930[2]. Goude an Eil Brezel-bed e voe dilezet tamm-ha-tamm an .38 Super evit ar c'hartouchennoù .45 ACP pe .357 Magnum gant an dennerien.

Er bloavezhioù 1970 e veze produet un nebeud miliadoù a gartouchennoù .38 Super bep bloaz hepken gant Colt. Met goude-se e krogas da vezañ implijet adarre gant tennerien IPSC evel Robbie Leatham pe Brian Enos, a blije dezho ar c'halibr abalamour e oa aesoc'h da gontroliñ evit ar .45 ACP da vare an tennañ hag uheloc'h an niver a gartouchennoù a c'halled kargañ en arm war un dro. Bremañ e vez implijet e bed ar sportoù tennañ dreist-holl[1].

  1. 1,0 ha1,1 (en) SWEENEY Patrick, .38 Super Remains, Guns & Ammo, 11/04/2017 (lennet d'ar 24/08/2024)
  2. (en) Massad Ayoob, .38 Super, e Guns Magazine, miz Meurzh 2001 (diellet) (lennet d'ar 24/08/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan