Mont d’an endalc’had

Ahez (strollad)

Eus Wikipedia
Ahez

Bro orin Breizh
Doare(où) Sonerezh Breizh (kan ha diskan), Sonerezh a-vremañ, Teuziñ keltiek
Bloavezhioù oberiant Adalek 2021

Izili Marine Lavigne
Sterenn Dirodollou
Sterenn Le Guillou
Endro Eben - Alvan

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Ahez zo ur strollad kanerezed eus Breizh, ennañ Marine Lavigne, Sterenn Le Guillou ha Sterenn Dirodollou.[1] Asambles gant Alvan emañ war ar renk en Eurovision 2022 evit Frañs.[2]

Lavigne, Dirodollou ha Le Guillou o doa graet anaoudegezh an eil re gant ar re all e Lise Diwan e Karaez e-lec'h m'o doa desket ar c'han ha diskan.[1][3][4] Choazet e oa bet an anv Ahez en enor da Garaez (Kêr-Ahez hervez displegadennoù pobl).[5] Komañset o doa da ganañ e festoù-noz adalek 2018 ha krouet o doa ar strollad Eben asambles gant sonerien all e Gouel Etrekeltiek an Oriant.[6]

Algaire hag Ahez e Emvod ar Gelted e 2023.

En hañv 2021 o doa graet anaoudegezh gant Alvan e Roazhon.[1] Gant disoc'h o c'henlabour, ar ganaouenn Fulenn e oant bet war ar renk en abadenn Eurovision France, c'est vous qui décidez ! e 2022 da choaz ar ganaouenn a reprezañto Frañs en Eurovision.[6] Gounezet o doa mouezhioù ar varnerien kenkoulz hag hini ar publik gant 222 boent en holl.[2] An arzourien gentañ o kanañ e brezhoneg en Eurovision a vezo abaoe Dan ar Braz e 1996.[7]

E fin 2022 en doa kenlabouret Ahez gant ar strollad Algaire eus Asturiez gant ar ganaouenn "Llume" e astureg hag ul lodenn ouzhpennet e brezhoneg. Ur c'hlip oa bet savet e miz Genver 2023.[8] E miz Eost e oa an daou strollad asambles war leurenn Gouel etrekeltiek an Oriant 2023.

Titl Bloaz Albom
"Fulenn" (gant Alvan) 2022 Embannet er-maez eus un albom
"Llume" (gant Algaire) 2023 Embannet er-maez eus un albom
Eus an tu-kleiz d'an tu-dehoù : Sterenn Dirodollou, Marine Lavigne ha Sterenn Le Guillou.

Evit bezañ kanet e brezhoneg er genstrivadeg Eurovision hag evit kas al liesseurted war-raok[9] e roas Goursez Breiz ur priz da Alvan & Ahez e-pad ar Gorsedd Digor e miz Gouere 2022. Evit bezañ dileuriet Breizh e resev ar strollad ur vedalenn digant Skol-Uhel ar Vro hag Ahez en doa kanet pa oa bet roet kolier Urzh an Erminig e miz Gwengolo 2022[10].

Resev a ra ar strollad « priz ar publik » e Taolioù-kaer Breizh 2022, priz paeronet gant Rannvro Breizh[11].

Ahez war leurenn Prizioù dazont ar brezhoneg e opera Roazhon.

E miz Meurzh 2023 e oa roet dezho ar priz kentañ e rummad Brezhonegerien ar bloaz gant juri ar Prizioù, prizioù dazont ar brezhoneg aozet gant France 3 Breizh hag Ofis publik ar brezhoneg, roet da-geñver un abadenn skinwel enrollet en opera Roazhon[12].

  1. 1,0 1,1 ha1,2 (fr) Camille Alain, « « Eurovision France » 2022 : Né dans un bar de Rennes, l’ovni Alvan et Ahez mixe électro et chant breton », 20 minutes, 27.02.2022. Lennet d'ar 14 a viz Meurzh 2022
  2. 2,0 ha2,1 (en) Alvan & Ahez will represent France in Italy with 'Fulenn' 🇫🇷, Eurovision.tv, 6.03.2022. Lennet d'ar 14 a viz Meurzh 2022
  3. (fr) Le groupe Alvan & Ahez « immensément fier de porter la langue bretonne » à l’Eurovision [Interview], Le Télégramme, 6.03.2022
  4. (fr) Lannig Stervinou, « Eurovision : « Fulenn » est « une invitation à se libérer du regard médisant des autres », selon son auteure douarneniste », Le Télégramme, 19.03.2022. Lennet d'an 20 a viz Meurzh 2022
  5. (fr) Eurovision France 2022 : Alvan & Ahez en interview !, Eurovision au Quotidien, 03.03.2022. Lennet d'ar 14 a viz Meurzh 2022
  6. 6,0 ha6,1 (fr) Mael le Guennec, « Eurovision 2022 : un groupe breton parmi les douze finalistes français », France 3 Bretagne, 16.02.2022. Lennet d'ar 14 a viz Meurzh 2022
  7. (en) Neil Farren, « 🇫🇷 France: Eurovision France: ‘C’est Vous Qui Décidez’ 2022 Songs Revealed », Eurovoix News, 16.02.2022. Lennet d'ar 14 a viz Meurzh 2022
  8. Algaire presenta la so collaboración con Ahez, representante de Francia n'Eurovisión 2022 e lne.es, La Nueva España. Lakaet en linenn d'an 2 a viz C'hwevrer 2023
  9. https://www.ouest-france.fr/bretagne/brasparts-29190/brasparts-les-druides-de-bretagne-se-sont-rassembles-c1bf1856-074c-11ed-957d-efc8794374ae
  10. « Morbihan. Les colliers de l’Hermine s’invitent à Josselin », Ouest-France,‎ 18 a viz Gwengolo 2022
  11. « Victoires de la Bretagne : Alvan & Ahez, Victoire du public », Le Telegramme, 6/12/2022
  12. https://france3-regions.francetvinfo.fr/https://france3-regions.francetvinfo.fr/bretagne/ille-et-vilaine/rennes/culture-bretonne-priziou-2023-alvan-ahez-ecole-de-broderie-de-pascal-jaouen-startijenn-qui-seront-les-grands-gagnants-de-l-annee-video-2743694.html-2743694.html