Anv Horus
Neuz
An Anv Horus zo unan eus ar pemp anv a yae d'ober titloù ar faraoned.
Hevelebekaat ar ra ar faraon ouzh an doue Horus, mab ha warlec'hiad Osiris, ha mestr Hierakonpolis a zeuas Narmer, ar roue kentañ, anezhañ. An anv koshañ eo. Kavout a reer atav skeudenn ar falc'hun a arouez Horus (Her) dirazañ, ar pezh a zispleg e anv.
Skouerioù :
- Toutânc'hamon : « An Horus Ka nac'ht tout mesout » (Tarv galloudek, disi abaoe e c'hanedigezh)
- Amenhotep III : « An Horus Ka ouser c'hâe em Maât » (Tarv galloudek a anad skedus evel Maât) ;
- Nec'htnebef Iañ : « An Horus Chema » (an hini nerzhus) ;
Lod eus ar faraoned, ar re goshañ dreist-holl, n'int anavezet nemet dre o anv Horus.
En amzerioù koshañ e veze skrivet an anv-se e-barzh ur serec'h :
|
Ar pemp anv titl implijet adalek ar faraon C'hefren zo :
- An anv Horus,
- An anv Nebti,
- An anv Horus aour,
- An anv Nesout-biti,
- An anv Sa-Rê.