Banniel Turkia
Banniel Turkia (Türk bayrağı e turkeg) zo banniel ofisiel Republik Turkia ha hini an Impalaeriezh Otoman diagent. Ruz eo, gant ur greskenn loar hag ur steredenn wenn. Lesanvet e vez alies, e turkeg, Ayyıldız (loar ha steredenn), Albayrak (banniel ruz) pe Ayyıldızlı Albayrak (banniel ruz he loar hag he steredenn).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Banniel an Impalaeriezh Otoman a oa gwechall ur greskenn loar war ur foñs glas. Er bloavezh 1793 ar sultan Selim III a zegasas ar foñs ruz, hag e 1844 e voe lakaet ur steredenn ouzhpenn. Ar banniel-se a voe degemeret ent-ofisiel d’ar 5 a viz Mezheven 1936 gant Republik Turkia. Talvezout a ra al liv ruz da zerc’hel koun eus ar soudarded a skuilhas o gwad evit ar vro.
Meur a vojenn a gonter diwar-benn ar banniel-se. Unan anezho a gont e oa bet trec’h an arme otoman en un emgann bras ; goude an emgann e oa ar sultan o tremen hebiou ur stêr ma oa deuet an dour da vezañ ruz gant gwad ar soudarded turk bet lazhet. War c’horre an dour e veze gwelet an dassked eus al loar hag ur steredenn bennak. Fromet e voe ar sultan gant ar skeudenn-se a voe choazet gantañ da vezañ banniel ar vro da viken.
E gwirionez e implijer arouezioù al loargresk hag ar steredenn a-gozh, a-raok an islam zoken. En Henamzer e veze azeulet Diana, doueez ar chase, gant annezidi Bizantion, hag al loargresk e oa he arouez. Gant an impalaer roman Konstantin Veur, er bloavezh 330, e voe gouestlet ar gêr-se, a zeuas da vezañ Kergustentin diwezhatoc’h, diwar e anv, da v-Maria, mamm Jezuz. Ar steredenn, he arouez, a voe ouzhpennet d’al loargresk. Pa voe aloubet Kergustentin gant an Impalaeriezh Otoman er bloavezh 1453, e voe adkemeret an div arouezenn, ar steredenn hag al loargresk, gant ar renerien ottoman.
Banniel pennañ an Otomaned a oa ur banniel gant teir c’hreskenn loar, ha dezhañ daou stumm, an eil gant ur foñs gwer, liv an islam, hag egile gant ur foñs ruz, e koun ar soudarded hag o renerien marvet evit ar vro.
Implij ar banniel turk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentoù ar banniel turk ha lec’hiadur ar greskenn-loar hag ar steredenn ennañ zo termenet pizh. An implij eus ar banniel turk zo displeget gant al lezenn hag eveshaet gant ar stad. E Turkia e seller alies ouzh banniel ar vro evel un dra "sakr". Ma vez implijet ur banniel mazaouet pe unan ha n’eo ket tre diouzh mentoù ha termenoù al lezenn e vez poursuet ar perc’henn ha rankout a ra an den-se ober gant ur banniel peurvat, hervez lezenn.
Ar banniel turk zo bet kemeret da skouer aliezik gant ar stadoù muzulman nevez-savet evit tresañ o bannieloù dezho.
-
Banniel Republik Turkestan ar Reter (1933-1934).
-
Banniel Republik Turk Kiprenez an Norzh
-
Banniel Turkemened Irak
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (tr) Türk Bayrağı Kanunu
- (en) Flags of the world