Mont d’an endalc’had

Banniel ar Rouantelezh-Unanet

Eus Wikipedia
Banniel ar Rouantelezh-Unanet
Banniel ar Rouantelezh-Unanet
Kenfeurioù 3:5

1:2

Kod bannielouriezh

Banniel douar sivil ha stad

Anv (pe lesanv) Union Flag,

Union Jack

Degemeret e 1801 (01/01/1801)
Livioù
  • ██ glas P280C
  • ██ ruz P185C
  • ██ gwenn
  • Banniel Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon, a vez graet anezhañ Union Flag (banniel an unvaniezh), hag alies en un doare pemdez, Union Jack, eo banniel ar Rouantelezh-Unanet. Er stumm m’emañ e vez implijet abaoe 1801. Adkavet e vez c'hoazh ouzh konk broioù dizalc'h ’zo a oa gwechall en Impalaeriezh Breizh-Veur, evel Aostralia ha Zeland-Nevez.

    1:2 eo e genfeurioù. Da lavaret eo ez eo un hanter hiroc'h e led eget e hed.

    Orin an tres

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Savet eo bet en ur lakaat a-gevret:

    • Banniel Bro-Saoz gant “kroaz sant Jord”, da lavaret eo ur banniel gwenn gant ur groaz ruz sonn;
    • Banniel Bro-Skos gant “kroaz sant Andrev”, da lavaret eo ur banniel glas gant ur groaz wenn diouzh lammell (un X);
    • evit aroueziñ Iwerzhon e reer gant “kroaz sant Padrig”, da lavaret eo gwenn gant ur groaz ruz diouzh lammell (un X). Abaoe dieubidigezh Republik Iwerzhon ne arouez ken nemet Norzhiwerzhon.

    Hervez an dresadenn emañ banniel Bro-Saoz war hini Bro-Skos, ha hemañ war hini Iwerzhon.

    *banniel saoz + banniel skos (linenn 1); *a ro banniel Breizh-Veur + banniel deroet da Iwerzhon (linenn 2); *a ro banniel ar Rouantelezh-Unanet (linenn 3)


    Ne reer gantañ nemet war zouar, gant ar siviled pe gant ar gouarnamant. War zour e vez graet gant adstummoù anezhañ.

    Bannieloù all

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.